Grunge : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : es:Grunge zo ur pennad eus an dibab
D Bot : pt:Grunge zo ur pennad eus an dibab
Linenn 7: Linenn 7:
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|pt}}

Stumm eus an 3 Gen 2014 da 22:30

Ar Grunge (a anver a-wechoù 'Son Seattle' pe Seattle Sound) a zo un isdoare a 'r rock alternatif a zeuas war-wel e kreiz ar bloavezioù 1980 e stad Amerikan ar Washington, e tro-war-droioù Seattle pergen. Levezonet gant ar punk hardcore, an heavy metal hag ar rock indie, ar grunge a naou dre-vras gant Distortion kreñv, gitarioù dre dan, kanaouennoù leun a nerzh ha pozioù kounaret. Heneuzouriezh ar grunge zo dibarek a-walc'h e-tal d'an doareoù sonerezh all er rock : lous, gwisket fall, setu ar skeudenn a voe roet eus al luskad a-hed e brantad, andedennet ma oa ul lod vras eus ar sonerion gant an neuz hag an arvest.

Luskadoù kentañ ar grunge a grogjas d'en em stummañ tro-dro d'al label lerc'hwez dizalc'h a Seattle Sub Pop e dibenn ar bloavezioù 1980s. Dont a reas al luskad da gavout ur berzh kenwerzel e lodenn gentañ ar bloavezioù 1990, en abeg da lerc'hwezadoù ar c'hantennoù Nevermind eus ar strollad Nirvana ha Ten eus ar strollad Pearl Jam. Berzh ar strolladoù-mañ a vountas anvegezh ar rock alternatif hag a lakas ar grunge da vout unan eus doareoù hard-rock anvekañ ar mare. Neoazh, ul lod vat a 'r strolladoù grunge na oant ket en o bleud gant o anvegezh. Daoust m'o deus ur bern eus ar strolladoù grunge tarzhet e dibenn ar bloavezioù 1990, o levezon a gendalc'h da vout pouezus war ar rock modern hiziv an deiz.

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB