Antonio de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:
N'eo ket souezh eta ne vije ket bet degemeret war an ton bras mab an daou bried nevez, Antonio e anv, mab bev nemetañ Francesco, a c'halle bezañ pennhêr ofisiel an dug-meur. Dibun a voe kavet d'ar gudenn e [[1587]] gant marv an daou bried er [[Villa di Poggio a Caiano]]. Marteze e oant bet kontammet gant an eontr [[kardinal]], a voe anvet da zug war-lerc'h e niz Francesco, [[Ferdinando Iañ de' Medici|Ferdinando Iañ]].
N'eo ket souezh eta ne vije ket bet degemeret war an ton bras mab an daou bried nevez, Antonio e anv, mab bev nemetañ Francesco, a c'halle bezañ pennhêr ofisiel an dug-meur. Dibun a voe kavet d'ar gudenn e [[1587]] gant marv an daou bried er [[Villa di Poggio a Caiano]]. Marteze e oant bet kontammet gant an eontr [[kardinal]], a voe anvet da zug war-lerc'h e niz Francesco, [[Ferdinando Iañ de' Medici|Ferdinando Iañ]].


E gwirionez n'eo ket gwall sklaer lignez Antonio, ganet e-kreiz itrikoù ar palez. Hervez darn ne oa nemet ur mab d'ur vatezh da Vianca ha d'un den dianav, hag advabet gant Francesco ha Bianca, ha mat pell zo: non stupirebbe d'altronde una simulazione di gravidanza da parte di Bianca Cappello, la quale aveva il vantaggio che an dug-meur Francesco n'en devoa ket c'hoazh pennhêr ebet digant e bried hervez lezenn, che ciò potrebbe essere stato un motivo per ripudiarla e magari prenderla come sposa se le avesse saputo garantire un erede prima di Giovanna. War-lerc'h un toullad merc'hed, c'hwec'h e gwirionez (darn marvet en-bugale) en devoa bet Francesco e vab kentañ gant Antonio, ha tu marteze dezhañ d'e zivastardaat pa vije ezhomm da gaout ur pennhêr. Janed n'he devoe mab nemet bloaz goude, [[Filippo de' Medici|Filippo]], nemet mervel a reas ar paotrig da dri bloaz (marteze e voe sikouret da vervel), war-lerc'h marv e vamm e [[1578]].
E gwirionez n'eo ket gwall sklaer lignez Antonio,


== Bugale ==
== Bugale ==

Stumm eus an 23 Kzu 2013 da 18:45

Bianca hag Antonio
Princeps Antonius Medices Francisci Magni Ducis Etruriæ Filius

Antonio de' Medici zo un den eus an tiegezh Medici, a vije bet mab da Francesco Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha d'e serc'h Bianca Cappello.

E vuhez

Ganedigezh

Francesco a oa dimezet da Janed Aostria (1547-1578), hogen pitilh e oa aet gant Bianca, ha honnezh a oa dimezet. Kuzh eta e oa o darempred.
Chaok avat a voe pa voe lazhet pried Bianca, goude ma n'ouzer ket penaos. Mervel ivez a reas Janed, pried Francesco, e 1578. Neuze e c'hallas an dug-meur dimeziñ da Vianca e 1579, hogen furoc'h e voe kavet ober un dimeziñ kuzh, abalamour da enebiezh c'harv e diegezh ouzh e bried nevez, a oa bet serc'h dezhañ keid-all.

N'eo ket souezh eta ne vije ket bet degemeret war an ton bras mab an daou bried nevez, Antonio e anv, mab bev nemetañ Francesco, a c'halle bezañ pennhêr ofisiel an dug-meur. Dibun a voe kavet d'ar gudenn e 1587 gant marv an daou bried er Villa di Poggio a Caiano. Marteze e oant bet kontammet gant an eontr kardinal, a voe anvet da zug war-lerc'h e niz Francesco, Ferdinando Iañ.

E gwirionez n'eo ket gwall sklaer lignez Antonio, ganet e-kreiz itrikoù ar palez. Hervez darn ne oa nemet ur mab d'ur vatezh da Vianca ha d'un den dianav, hag advabet gant Francesco ha Bianca, ha mat pell zo: non stupirebbe d'altronde una simulazione di gravidanza da parte di Bianca Cappello, la quale aveva il vantaggio che an dug-meur Francesco n'en devoa ket c'hoazh pennhêr ebet digant e bried hervez lezenn, che ciò potrebbe essere stato un motivo per ripudiarla e magari prenderla come sposa se le avesse saputo garantire un erede prima di Giovanna. War-lerc'h un toullad merc'hed, c'hwec'h e gwirionez (darn marvet en-bugale) en devoa bet Francesco e vab kentañ gant Antonio, ha tu marteze dezhañ d'e zivastardaat pa vije ezhomm da gaout ur pennhêr. Janed n'he devoe mab nemet bloaz goude, Filippo, nemet mervel a reas ar paotrig da dri bloaz (marteze e voe sikouret da vervel), war-lerc'h marv e vamm e 1578.

Bugale

Enskrivadur gant anv Antonio de' Medici, Loggia dei Tessitori, via San Gallo, Firenze

Pemp bugel en doa, tri anezho digant Artemisia Tozzi (genidik eus Lucca, m. 1643):

  • Maria, bastardez.
  • Maddalena (1610-?), bastardez, he mamm a oa eus Bologna, leanez en iliz San Giovannino dei Cavalieri betek 1624
  • Paolo de' Medici (1616-1656), mab da Artemisa Tozzi, a oa da vout soudard
  • Giulio (1617-1670), mab da Artemisa Tozzi, beleg
  • Anton Francesco de' Medici (1618-1659), mab da Artemisa Tozzi. Dimezet da Maria Francesca Aganetti, dimezell piemontat.

Mervel a reas Antonio d'an 2 a viz Mae 1621. Goude marv Antonio e voe serret Artemisia e manati San Clemente.

Lennadurezh

  • Filippo Luti. Don Antonio de' Medici e i suoi tempi. (Florence: Leo S. Olschki), 2006.
  • Filippo Luti, Don Antonio de' Medici professore de secreti, in Medicea. Rivista Interdisciplinare di studi medicei, Firenze, n. 1, ottobre 2008
  • Filippo Luti, Medici de', Antonio, in Dizionario Biografico degli Italiani, Enciclopedia Treccani, vol. 73, 2009.
  • Filippo Luti. Il miele e la cera nel seicentesco ricettario dei segreti di don Antonio de' Medici, in Atti del convegno internazionale sul mondo del miele Montà d'Alba (CN), editore Aspromiele, Torino, 2010.


Liamm diavaez