Janed II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 30: Linenn 30:
* Jeanne (1339-1403), dimezet en [[1377]] da [[Yann Iañ |Yann Iañ, beskont Rohan]], ha bugale dezho ;
* Jeanne (1339-1403), dimezet en [[1377]] da [[Yann Iañ |Yann Iañ, beskont Rohan]], ha bugale dezho ;
* Louis (1341-1376 en Albania), kont [[Beaumont-le-Roger]].
* Louis (1341-1376 en Albania), kont [[Beaumont-le-Roger]].

==He marv==
Goude dont d'ober he le evel Rouanez Navarra e tistroas da vro-C'hall ha ne voe ket gwelet er vro ken. Chom a reas rouanez koulskoude goude marv he fried ha dre lizher e heulie darvoudoù he rouantelezh. Mervel a reas gant ar vosenn a rede dre Europa en he c'hastell e [[Bréval]],<ref>Peio J. Monteano, ''La ira de Dios. Los navarros en la Era de la Peste (1348-1723)'', pajenn 47. Pamiela, [[Pamplona]], 2002. ISBN: 84-7681-353-8.</ref> nepell diouzh Pariz, en 1349. <br />
Neuze e voe anvet he mab [[Carlos II de Navarra|Charlez "ar Fallakr"]], 17 vloaz, da [[roue Navarra]].



==Annez==
==Annez==

Stumm eus an 20 Kzu 2013 da 07:11

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Janed II Navarra, en he levr Eurioù.
He fried, Felipe III Navarra.

Jeanne de France, pe Janed II Navarra (1311-1349), a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Loeiz X, Roue Bro-C'hall ha Navarra, ha da Marc'harid Bourgogn (1290-1315).

He buhez

Ganet e oa e kastell Conflans, e Bro-C'hall, d'an 28 a viz Genver 1311.

Bac'het e oa he mamm, Marc'harid Bourgogn, rouanez Bro-C'hall, e Château-Gaillard, dre ma vije vet avoultrez. Pa varvas e 1315 ne oa Janed nemet pevar bloaz.
He zad, Loeiz X (Bro-C'hall) , addimezet da Clémence de Hongrie, a varvas bloaz goude, en 1316, hag e wreg a c'hanas ur mab dalif, Yann Iañ (Bro-C'hall), ha ne vevas nemet un toullad deizioù. War zigarez e vije bet ur vastardez anezhi e oa bet lamet digant Janed he gwirioù war kurunennoù Navarra ha Bro-C'hall, ha war gontelezhioù Champagne ha Brie.
E 1317 e voe berzet ouzh ar maouezed ren e Bro-C'hall, hogen ne oa ket berzet e Navarra. Setu perak, goude marv hec'h eontred, e c'hallas bezañ anvet da Rouanez Navarra, unnek vloaz goude. E Mezheven 1318, da 7 vloaz, e timezas da Fulup, kont Evreux, priñs gall, mab da Louis de France (ur c'henderv da Loeiz X (Bro-C'hall)), kont Évreux, ha da Marc'harid Artez. E kastell ar Séjour du Roy e Charenton e voe graet an eured hag eno e chomas betek he marv [1].

Rouanez

E 1322 e varvas hec'h eontr Fulup V (Bro-C'hall) , a oa war un dro Fulup II Navarra, ha roet e voe ar gurunenn d'e vreur all, eontr all dezhi eta, hag a voe anvet Carlos Iañ Navarra ha Charlez IV Bro-C'hall. Pa varvas hennezh d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1328 e voe ret klask ur roue all.

En Navarra e voe kavet tro neuze da zistagañ ar vro diouzh Bro-C'hall. En miz Meurzh 1328 e voe ur vodadeg en Puente la Reina : gant an dud bodet e voe diskaret gouarnour ar roue Carlos, Pedro Ramón de Rabastens, hag anvet daou rejant , Juan Corbarán de Leet ha Juan Martínez de Medrano, ha divizet e voe gervel Janed hag he fried da ren e Navarra. Roet e voe kurunenn Navarra da Janed e 1328 ha rouanez e voe betek he marv e 1349.

Dimeziñ ha bugale

E Mezheven 1318, da 7 vloaz, e oa bet dimezet Janed da Fulup, kont Evreux, priñs gall, mab da Louis de France (ur c'henderv da Loeiz X (Bro-C'hall), kont Évreux, ha da Marc'harid Artez.

Eizh bugel o doe:

He marv

Goude dont d'ober he le evel Rouanez Navarra e tistroas da vro-C'hall ha ne voe ket gwelet er vro ken. Chom a reas rouanez koulskoude goude marv he fried ha dre lizher e heulie darvoudoù he rouantelezh. Mervel a reas gant ar vosenn a rede dre Europa en he c'hastell e Bréval,[2] nepell diouzh Pariz, en 1349.
Neuze e voe anvet he mab Charlez "ar Fallakr", 17 vloaz, da roue Navarra.


Annez

Notennoù

  1. Jean Emmanuel Charles Nodier, La Seine et ses bords, p. 89.
  2. Peio J. Monteano, La ira de Dios. Los navarros en la Era de la Peste (1348-1723), pajenn 47. Pamiela, Pamplona, 2002. ISBN: 84-7681-353-8.
  3. Marquis de Rochegude,Promenade dans toutes les rues de Paris, par arrondissement, Hachette et Cie, Paris, 1910.