Christian VII : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[File:Christian VII 1772 by Roslin.jpg|thumb| ]]
'''Christian VII''' (1749 – 1808) a oa [[Roue Danmark]]. Mab e oa d'ar roue [[Frederig V]] ha d'e gentañ pried, [[Louise Breizh-Veur]].
'''Christian VII''' (1749 – 1808) a oa [[Roue Danmark]]. Mab e oa d'ar roue [[Frederig V]] ha d'e gentañ pried, [[Louise Breizh-Veur]].



Stumm eus an 3 Kzu 2013 da 19:10

Christian VII (1749 – 1808) a oa Roue Danmark. Mab e oa d'ar roue Frederig V ha d'e gentañ pried, Louise Breizh-Veur.

Dimeziñ ha bugale

Dimezet e voe e 1766 d'ar briñsez alaman Caroline Mathilde von Hannover (1751-1775), merc'h-vihan da George II, roue bro-Saoz, ha hi 15 vloaz. Moarvat ne ouie ket he breur, George III, roue Bro-Saoz war-lerc'h o zad-kozh, e oa kollet e spered gant e vreur-kaer.

Dilezel e bried a rae ar roue da vont da redek fouzhlec'hioù e gêr-benn gant ar gourtizanez Støvlet-Cathrine. Laosket en doa ar galloud etre daouarn e vedisin, ar c'hont Johann Friedrich Struensee, hag a renas ur politikerezh levezonet gant mennozhioù nevez ar Sklêrijennoù. Kement-se a zisplije kaer d'an noblañsed a glaskas diskar anezhañ.

Taolioù-stad

Serc'heg ar rouanez e oa ar c'hont Johann Friedrich Struensee ouzhpenn bout e penn kuzul ar vinistred.
E 1772 avat, war-lerc'h embannet un toullad lezennoù nevez, e c'hoarvezas un taol-stad. Lezvamm ar roue, Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel‎, a oa bet pellaet ouzh ar galloud gant Struensee, hag a oa a-du gant an noblañsed hag ar virourien, a reas da Gristian VII sinañ ur baperenn ma roe urzh da herzel e vinistr. Dibennet e voe Struensee er bloavezh-se en-eeun.

Torret e voe dimeziñ ar roue ha Caroline Matilda, evel ma klaske Julianne. Caroline a viras an titl a rouanez koulskoude, met koll a reas he bugale, hag harluet e voe da Alamagn, da gastell Celle a oa d'he breur, roue Bro-Saoz ha Hannover. Eno e varvas tri bloaz goude, e 1775, da 24 bloaz.

Evit yec'hed Christian VII ne reas nemet gwashaat adalek 1772, hag ar roue ne rene ket e gwirionez. Betek 1784 e chomas ar vro etre daouarn e lezvamm Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel‎, he mab nammet ar priñs Frederig Danmark (1753-1805)‎, e lezvreur bet anvet da rejant, hag o ministr Ove Høegh-Guldberg, a gasas ur politikerezh a-du gant an urzh kozh.

En 1784 eta e teuas mab yaouank Christian VII, Frederig (1768 - 1839), da gemer ar rejantiezh digant e lezvreur nammet (ha 15 vloaz koshoc'h) ar Frederig all. Neuze e voe kaset da benn un toullad kemmoù heñvelik ouzh ar re boulc'het gant Johann Friedrich Struensee, ha fall e krogas ar brezelioù ouzh Napoleon.


Bugale

Daou vugel o doe Christian VII ha Caroline Mathilde von Hannover:

E varv

Bez Christian VII.

Klañv ha foll da vat e oa Christian VII pa varvas e kastell Rendsburg, e Schleswig, en 1808.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.