Yod-Kerc'h : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Skeudennoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{Stumm an titl|''Yod-Kerc'h''}}
{{Stumm an titl|''Yod-Kerc'h''}}
:::[[Restr:Confusion colour.svg|20px|]] ''Evit ar meuz, gwelet [[Yod kerc'h]]''.
:::[[Restr:Confusion colour.svg|20px|]] ''Evit ar meuz, gwelet [[Yod kerc'h]]''.
<HR noShade>
[[Restr:Yod-Kerc'h 31-32.svg|thumb|<center>Niverenn ziwezhañ '''''Yod-Kerc'h'''''</center>]]
[[Restr:Yod-Kerc'h 31-32.svg|thumb|<center>Niverenn ziwezhañ '''''Yod-Kerc'h'''''</center>]]
'''''Yod-Kerc'h''''' zo anv ur gelaouennig vrezhonek a zo bet savet e [[1972]] gant studierien Skol-Veur Roazhon, hag a badas un nebeud bloavezhioù betek [[1980]] gant peder pe bemp niverenn ar bloaz.
'''''Yod-Kerc'h''''' zo anv ur gelaouennig vrezhonek a zo bet savet e [[1972]] gant studierien Skol-Veur Roazhon, hag a badas un nebeud bloavezhioù betek [[1980]] gant peder pe bemp niverenn ar bloaz.
Linenn 6: Linenn 7:
E-touez ar genlabourerien gentañ e oa [[Lukian Kergoat]], [[Ivon Gag]], [[Mark Kerrain]], [[Herve ar Beg]], [[Erwan Kervella]], hag un toullad re all, evel an tresour [[Nono]].
E-touez ar genlabourerien gentañ e oa [[Lukian Kergoat]], [[Ivon Gag]], [[Mark Kerrain]], [[Herve ar Beg]], [[Erwan Kervella]], hag un toullad re all, evel an tresour [[Nono]].


Nebeut goude e teuas [[Tudual Huon]], [[Yann-Vark ar C'hog]], [[Bernez Rouz]]. Pennadoù zo bet embannet deuet a-zindan pluennoù [[Youenn Gwernig]] ha [[Koulizh Kedez]] ivez, ha tresadennoù gant tud a bep seurt, evel [[Ifig Berrien]].
Nebeut goude e teuas [[Tudual Huon]], [[Yann-Vark ar C'hog]], [[Bernez Rouz]], ha reoù all c'hoazh... Pennadoù zo bet embannet deuet a-zindan pluennoù [[Youenn Gwernig]] ha [[Koulizh Kedez]] ivez, ha tresadennoù gant tud a bep seurt, evel [[Ifig Berrien]].


E-leizh a anvioù-pluennoù a veze gant ar genlabourerien, darn anezho hervez doare [[psikedelegezh|psikedilek]] ar marevezh: ''Baobab al lanneier''<ref>''Barzhaz Yod-Kerc'h'', p. 36</ref> da skouer, ha re all.
E-leizh a anvioù-pluennoù a veze gant ar genlabourerien, darn anezho hervez doare [[psikedelegezh|psikedilek]] ar marevezh: ''Baobab al lanneier''<ref>''Barzhaz Yod-Kerc'h'', p. 36</ref> da skouer, ha re all.

Stumm eus an 24 Du 2013 da 16:41

Evit ar meuz, gwelet Yod kerc'h.

Niverenn ziwezhañ Yod-Kerc'h

Yod-Kerc'h zo anv ur gelaouennig vrezhonek a zo bet savet e 1972 gant studierien Skol-Veur Roazhon, hag a badas un nebeud bloavezhioù betek 1980 gant peder pe bemp niverenn ar bloaz.

E-touez ar genlabourerien gentañ e oa Lukian Kergoat, Ivon Gag, Mark Kerrain, Herve ar Beg, Erwan Kervella, hag un toullad re all, evel an tresour Nono.

Nebeut goude e teuas Tudual Huon, Yann-Vark ar C'hog, Bernez Rouz, ha reoù all c'hoazh... Pennadoù zo bet embannet deuet a-zindan pluennoù Youenn Gwernig ha Koulizh Kedez ivez, ha tresadennoù gant tud a bep seurt, evel Ifig Berrien.

E-leizh a anvioù-pluennoù a veze gant ar genlabourerien, darn anezho hervez doare psikedilek ar marevezh: Baobab al lanneier[1] da skouer, ha re all.

Roll niverennoù Yod-Kerc'h

Ne veze meneget niverenn wir ebet war ar re gentañ. Un deskrivadur eus ar golo a roer amañ pa n'eus niverenn asur ebet.

  • (1) • Div blac’h gant BZH-où (kinniget evel niv. 3, stagadenn da Laezh-Ribot 22)
  • (2) • "Amazonenn Vreizh" (kinniget evel niv. 5, stagadenn da Ludik 69)
  • (3) • "War Reizh ha Breizh", un dorn o telc’her Yod Kaoc’h (kinniget evel stagadenn da Ouest-Torch) - 1973 – Ment 23 x 32 cm.
  • (4) • Ur spontailh treset gant Ifig
  • (5) (marteze 6) • "Pompidou a lar deomp" - Ment A4 (21 x 29,7 cm)
  • (6) (marteze 5) • "Ar galleg hag an tele a zo breur ha c'hoar e Breizh..." (a-c'houde tarzhadenn Roc'h-Tredudon, 14/02/1974).
  • (7) #1-2 • "Job Kreac’hdu"
  • (8) #3 • "Breizhad ! Va sikour a roan dit !"
  • (9) #? • "Gouel ar Brezhoneg e Bro Leoun - An tourtad kentañ" (den en ur chopinad vier)
  • (10) #5 • "Ac’hanta kenvroiz"
  • (11) #6 • "Krouidigezh ar vaouez" – Ment A5 (14,5 x 21 cm) e-lec'h A4
  • (12) #7 • "Corrida e Bro Spagn : 3 Euskarad hag ur matador"
  • (13) #8 • "N’eus ket ezhomm a sindikad evid lazhañ"
  • (14) #9 • "Deuet en-dro an nevez-hañv"
Yod-Kerc'h niv. 15
  • (15) #10 • "E pep tourist ur flik"
  • (16) #11 • "Yod-Kerch a lar ‘kaoc’h’"
  • (17) #12 • Ur c’hamp
  • (18) #13 • Gweadennoù Iwerzhon
  • (19) #14 • Plac’h/gwezenn
  • (20) #15 • "En em lazhet eo an Tad Nedelek en e brizon !!!"
  • (21) #16 • "Ispisial eleksionoù - Breton pauv’ con !"
  • (22) #17 • "Brigadennoù du" — Da heul peñse an Amoco Cádiz ha marv Aldo Moro.
  • (23) #18 • Den/labous
  • (24) #19 • Ar pab
  • (25) #20 • "Ya da Vro-Leon ar Feiz"
  • (26) #21 • "Intelligentsia"
  • (27) #22 • "Zaou !! Hag un' all dilabour !"
  • (28) #23 • Pakad “Gauloises”
  • (29) #24 • "Chez nous, le journal bête et méchant, c'est YOD KERC'H"
  • (30) #25-26 • "Deiziadur 1980" – Ment 22,5 x 31,5 cm
  • (31) #27 • "Nukleer ma reor"
  • (32) #28 • "Dihunamb !"
  • (33) #29-30 • "Kure Brelevenez - Fañch an Uhel"
  • (34) #31-32 • "Kargedoull ar Ribouler Masklet" - Ment 23 x 32cm [2]

Stagadennoù

  • Kanfarded ebatus Kervreugeud -Ur saga pagan, stagadenn d'an niv. 8.
Ment 21 x 29,7 cm – 36 pajenn – Disklêriet hervez lezenn eil trimiziad 1976.
  • Barzhaz Yod-Kerc’h 1968-1975 - Eil trimiziad 1976
  • Konchennoù
Ment 14,5 x 21 cm – 48 pajenn – Disklêriet hervez lezenn "Eil dimiziad 1976".

Levrioùigoù

Diforc’h ebet evit gwir gant ar stagadennoù.

  • Yann Kêl Kernalegen Skridoù
  • Buhez Mikael an Nobletz, pezh-c'hoari gant Strollad ar Vro Bagan
  • Soaz ar Yod-Kerc’h, pezh-c'hoari gant Strollad Karaez - 1979
  • Round Pagan, dastumad kanaouennoù
  • Ar mell lost-pluñv, bannoù-treset – Eil trimiziad 1978


Un arroud eus Yod-Kerc'h niv. 7

Notennoù

  1. Barzhaz Yod-Kerc'h, p. 36
  2. Merket "niv. 29-30" e-lec'h 31-32 war ar golo. An niverenn-se ne oa ket bet kaset d’ar goumananterien.