Elesbed Loren : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn Élisabeth de Lorraine da Elesbed Loren
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
[[file:Elector Maximilian I of Bavaria and Elisabeth Renée of Lorraine by an unknown artist.png|thumb |[[Masimilian Iañ (dug Bavaria)|Masimilian Iañ]] hag Elisabeth Renata]]
[[file:Elector Maximilian I of Bavaria and Elisabeth Renée of Lorraine by an unknown artist.png|thumb |[[Masimilian Iañ (dug Bavaria)|Masimilian Iañ]] hag Elisabeth Renata]]

'''Élisabeth Renée de Lorraine''' (1574-1635) a oa merc'h da [[Charlez III Loren]], ha da [[Claude de France (1547-1575)]]. He zad a oa [[dug Loren]], hag he mamm a oa merc'h d'ar roue gall [[Herri II (Bro-C'hall)|Herri II]].
'''Elesbed Loren''', pe '''Élisabeth Renée de Lorraine''' (1574-1635), a oa merc'h da [[Charlez III Loren]], ha da [[Claude de France (1547-1575)]]. He zad a oa [[dug Loren]], hag he mamm a oa merc'h d'ar roue gall [[Herri II (Bro-C'hall)|Herri II]].

En 1595 e timezas d'he c'henderv [[Masimilian Iañ (dug Bavaria)|Masimilian I{{añ}}]] hogen bugel ebet n'o doe dre ma oa [[gaonac'h]]. Daoust da se en em gleve mat an daou bried. Lirzhin e oa en he yaouankiz, hogen tristaat a reas he doare gant an oad. Devodez e oa deuet Élisabeth da vezañ, ha gant ar relijion hag an oberoù a vadelezh e tremene ar braz eus hec'h amzer, rak karg politikel ne veze lezet ganti.

Stumm eus an 4 Du 2013 da 11:58

Elisabeth Renata von Lothringen
Masimilian Iañ hag Elisabeth Renata

Elesbed Loren, pe Élisabeth Renée de Lorraine (1574-1635), a oa merc'h da Charlez III Loren, ha da Claude de France (1547-1575). He zad a oa dug Loren, hag he mamm a oa merc'h d'ar roue gall Herri II.

En 1595 e timezas d'he c'henderv Masimilian I hogen bugel ebet n'o doe dre ma oa gaonac'h. Daoust da se en em gleve mat an daou bried. Lirzhin e oa en he yaouankiz, hogen tristaat a reas he doare gant an oad. Devodez e oa deuet Élisabeth da vezañ, ha gant ar relijion hag an oberoù a vadelezh e tremene ar braz eus hec'h amzer, rak karg politikel ne veze lezet ganti.

E deroù 1635 e rene ar vosenn ha mont a reas an Duged da repuiñ da vanati Ranshofen, tost da Braunau am Inn, e-lec'h ma varvas Elesbed d'ar 4 a viz Genver.

Pell amzer e voe klañv a-raok mervel. Buan ec'h addimezas hec'h intañv evit ober ur pennhêr d'e zugelezh.

Emañ he bez en iliz Sant Mikael e München. Lakaet e voe he c'halon hag he flugez en iliz Itron Varia Altötting.