Tog : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 62 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q80151
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kas danvez yezh d'ar wikeriadur
Linenn 64: Linenn 64:


[[Restr:Elizabeth II greets NASA GSFC employees, May 8, 2007.jpg|200px|thumbnail|Unan eus ar c'hantadoù a dogoù brudet a zo bet gwelet war benn rouanez Bro-Saoz.]]
[[Restr:Elizabeth II greets NASA GSFC employees, May 8, 2007.jpg|200px|thumbnail|Unan eus ar c'hantadoù a dogoù brudet a zo bet gwelet war benn rouanez Bro-Saoz.]]

== Gerioù deveret ==
* Un [[fungi|tog-touseg]], pe ur [[fungi|c'habell-touseg]] zo unan.
* Un tog [[kistin]].
* ''Didog'', pe ''diskabell'' eo an hini n'eo ket goloet e benn.
** ''Didogañ un dra bennak'' a zo kement ha tennañ ar seurt tog zo warnañ, evel an dent, a vez toget hag a c'hall bezañ didoget.

== Troioù-lavar ==
* ''Mont e tog'': pa voe dilezet ar c'hoefoù gant ar merc'hed diwar ar maez, e-kerzh an ugentved kantved, e veze lavaret ''ez aent e tog''. A-raok ne vez togoù nemetgant ar wazed.
* ''Togañ ar bern plouz'': aozañ ar bern [[plouz]] evel pa vije lakaet un tog dezhañ.

== Anvioù-tud ==
Anavezet eo an anvioù-tiegezh-mañ:
* '''Kabelleg'''
* '''Daougabell'''


== Anvioù togoù eus ar bed ==
== Anvioù togoù eus ar bed ==

Stumm eus an 18 Her 2013 da 10:46

Togoù a bep seurt

Un tog, pe ur c'habell, zo ur pennwisk, da lavarout eo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed hiziv. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.

Gerdarzh ha distagadur

Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque".
Daou zistagadur a gaver d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù). E geriadur Jules Gros e kaver meneg eus tokoù ha togoù, met togoù hepken er skouerioù.

Dre vras e vez lavaret tog bremañ eus ur pennwisk un tamm faro, marteze dre ma veze gwisket togoù gant an dud uhel gwechall, pa veze boned pe kalabousenn gant tud ar bobl war ar pemdez.
Ne veze ket togoù gant ar merc'hed e Breizh a-raok dibenn ar brezel-bed kentañ .

Lodennoù

Peurvuiañ e vez div lodenn en un tog:

Stummoù

  • Darn a vez lakaet war ar penn, hag a zo dierien.
  • Darn all zo erienet, evel ar sombrero .
  • Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev.
  • Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek...
Tog daougornek Napoleon.
Un tog pomper, e 1916

Gwiskañ ar penn

Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.

Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho. Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.

Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.

Toget eo an holl (pe dost), paotred ha merc'hed, e taolenn Auguste Renoir.
Auguste Renoir, Emboltred, 1876. Kasketennet eo an arzour.
Auguste Renoir, Emboltred, 1910. Toget eo an arzour.
Un tog plac'h e 1911
Un tog plouz koant e 1901. Togoù plouz disheñvel-mat a oa gant al labourerien-douar

|

Togoù merc'hed e 1820

Tennañ an tog

Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.

Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.

Togoù a bep seurt

Kemmoù en togoù kroc'hen avanked e Kanada.

A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.

  • An tog plouz
  • An tog foñs uhel, pe tog foñs hir,
  • An tog pompad, pe tog pomper, a zo bowler hat e saozneg, a weler er filmoù kozh war bennoù Charlie Chaplin pe Stan Laurel hag Oliver Hardy
  • An tog voulouz, pe tog goz, pe tog blev goz, togoù doare Breizh.
  • An tog ruz: tog ar gardinaled, en iliz katolik.
  • An tog feur, gwisket er broioù yen, chapka e ruseg.
  • An tog-houarn, pe tokarn, pe helm, a vez gwisket gant soudarded.
Brudet eo togoù rouanez Bro-Saoz
Unan eus ar c'hantadoù a dogoù brudet a zo bet gwelet war benn rouanez Bro-Saoz.

Anvioù togoù eus ar bed

Akubra.

Lennadurezh

Liammoù

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger tog er
wikeriadur, ar geriadur frank.