Vanadiom : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 106 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q722 (translate me)
D Bot : en:Vanadium a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 31: Linenn 31:
|}
|}
|}
|}
[[File:Vanadium 1.jpg|thumb|260px|<center>'''Vanadiom'''</center>]]
[[Restr:Vanadium 1.jpg|thumb|260px|<center>'''Vanadiom'''</center>]]

Un [[elfenn gimiek]] eo ar '''vanadiom''' ; '''V''' eo e [[arouez kimiek]], '''23''' e [[niver atomek]] ha 50,941 e [[mas atomek|dolz atomek]]. Ur [[metal ardreuzat]] eo ar vanadiom.
Un [[elfenn gimiek]] eo ar '''vanadiom''' ; '''V''' eo e [[arouez kimiek]], '''23''' e [[niver atomek]] ha 50,941 e [[mas atomek|dolz atomek]]. Ur [[metal ardreuzat]] eo ar vanadiom.

== Istor ==
== Istor ==
E [[1801]] e voe dizoloet gant ar maenoniour [[Mec'hiko|mec'hikan]] Manuel del Río Fernández en un tamm "[[plom]] gell" ez eo Pb<sub>5</sub>(VO<sub>4</sub>)<sub>3</sub>Cl e zelun, hag a voe anvet ''vanadinite'' diwezhatoc'h.<br />

E [[1805]] avat e tisklêrias ar [[kimiezh|c'himiour]] [[Bro-C'hall|gall]] Hippolyte-Victor Collet-Descotils ne oa an elfenn nevez nemet [[krom]] saotreet ; dre ma savas an naturoniour [[Prus|Prusian]] Alexander von Humboldt a-du gant ar Gall ha ma oa ar Prusian ur mignon d'an dizoloer e tilezas hennezh e gavadenn.<br />
E [[1805]] avat e tisklêrias ar [[kimiezh|c'himiour]] [[Bro-C'hall|gall]] Hippolyte-Victor Collet-Descotils ne oa an elfenn nevez nemet [[krom]] saotreet ; dre ma savas an naturoniour [[Prus]]ian Alexander von Humboldt a-du gant ar Gall ha ma oa ar Prusian ur mignon d'an dizoloer e tilezas hennezh e gavadenn.<br />
E [[1831]] e voe adkavet an elfenn gant ar c'himiour [[Sveden|svedat]] Nils Gabriel Sefström pa oa o labourat gant kailh [[houarn]], hag e 1831 ivez e voe kadarnaet kavadenn Manuel de Río Fernández gant ar c'himiour [[Alamagn|alaman]] Friedrich Wöhler.

Bamet e voe Nils Sefström gant livioù brav kenaozadoù kimiek an elfenn nevez, ha peogwir ne oa elfenn ebet hec'h anv o kregiñ gant ''V'' e tibabas an anv ''Vanadiom'', diwar an [[norseg]] ''Vanadís'', a zo lesanv Freyja, doueez ar gened hag ar strujusted.

Ne vez ket kavet vanadiom glan en natur e gwirionez ; e kailhoù e vez kavet, hag ur 65 bennak anezho zo bet renablet betek-henn. Mengleuzioù zo e [[Suafrika]], [[Rusia]] ha [[Sina]]. Eus an teir bro-se e teuas 98% eus ar 56 000 tonennad a vanadiom a voe kenderc'het e [[2010]] <ref>[http://minerals.usgs.gov/minerals/pubs/commodity/vanadium/mcs-2011-vanad.pdf ''United States Geological Survey''] {{en}} <small>Liamm oberiant 13 HER 12</small></ref>

== Perzhioù ==
== Perzhioù ==
=== Kimiek ===
=== Kimiek ===

Stumm eus an 17 Her 2013 da 18:08

TitaniomVanadiomKrom

V
Nb

taolenn beriodek, vanadiom
Niver atomek : 23
Rummad kimiek : Metal ardreuzat
Strollad : 5
Trovezh : 4
Aozadur elektronek : [Ar] 3d3 4s2
Niver oksidadur : + 2, + 3, + 4, + 5
Tredanleiegezh : 1,63
Skin atomek : 131,1
Tolz atomek : 50,9415
Vanadiom

Un elfenn gimiek eo ar vanadiom ; V eo e arouez kimiek, 23 e niver atomek ha 50,941 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo ar vanadiom.

Istor

E 1801 e voe dizoloet gant ar maenoniour mec'hikan Manuel del Río Fernández en un tamm "plom gell" ez eo Pb5(VO4)3Cl e zelun, hag a voe anvet vanadinite diwezhatoc'h.
E 1805 avat e tisklêrias ar c'himiour gall Hippolyte-Victor Collet-Descotils ne oa an elfenn nevez nemet krom saotreet ; dre ma savas an naturoniour Prusian Alexander von Humboldt a-du gant ar Gall ha ma oa ar Prusian ur mignon d'an dizoloer e tilezas hennezh e gavadenn.
E 1831 e voe adkavet an elfenn gant ar c'himiour svedat Nils Gabriel Sefström pa oa o labourat gant kailh houarn, hag e 1831 ivez e voe kadarnaet kavadenn Manuel de Río Fernández gant ar c'himiour alaman Friedrich Wöhler.

Bamet e voe Nils Sefström gant livioù brav kenaozadoù kimiek an elfenn nevez, ha peogwir ne oa elfenn ebet hec'h anv o kregiñ gant V e tibabas an anv Vanadiom, diwar an norseg Vanadís, a zo lesanv Freyja, doueez ar gened hag ar strujusted.

Ne vez ket kavet vanadiom glan en natur e gwirionez ; e kailhoù e vez kavet, hag ur 65 bennak anezho zo bet renablet betek-henn. Mengleuzioù zo e Suafrika, Rusia ha Sina. Eus an teir bro-se e teuas 98% eus ar 56 000 tonennad a vanadiom a voe kenderc'het e 2010 [1]

Perzhioù

Kimiek

Ur metal liv an arc'hant eo ar vanadiom. Orjalennus eo, pa c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo ivez : tu zo d'e bladañ a-daolioù mailh. Kaletoc'h eo eget an darn vuiañ eus ar metaloù, an dir en o zouez. Diaes eo e lakaat da verglañ, ha stabil e chom pa vez lakaet da gejañ gant ur vazenn pe gant an trenkennoù sulfurek (H2SO4) ha klorhidrek (HCl).
Ur gwiskad oksidenn a zeu da c'holeiñ un tamm vanadiom bet lezet en aer, hogen ret eo e dommañ betek 660 ° C evit ma vije peuroksidet.

Izotopoù

51V eo an izotop a gaver en natur ; skinoberiek eo an izotop 50V, ha 0.25 % eo e builhder naturel (da lavaret eo ez eus 0,25 % eus 50V ha 99,75 % eus 51V er vanadiom a gaver en natur).

Arver

Pentoksidenn ar vanadiom (V2O5) a vez arveret er gimiezh c'hreantel evel trelusker da luskañ dazgweredoù kimiel (evit kenderc'hañ trenkenn sulfurek, da skouer), evel livuzenn (da livañ mein prizius faos...), hag evel stabilaer (evit stagañ titaniom d'an dir evit ma ne verglfe ket, hag all).
Dreistreüsted lod kendeuzadoù vanadiom a vez arveret evit fardañ gwarelloù.

Notennoù

  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12

Daveennoù

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Patrom:Liamm PuB