Napoleon Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : de:Napoleon Bonaparte a zo ur pennad vat; Kemm dister
D Bot : en:Napoleon a zo ur pennad vat
Linenn 55: Linenn 55:
{{Liamm PuB|th}}
{{Liamm PuB|th}}
{{Link GA|de}}
{{Link GA|de}}
{{Link GA|en}}

Stumm eus an 17 Her 2013 da 16:55

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Napoléon Bonaparte, ganet Napoleone Buonaparte

Napoleon[1] (Napoléon Bonaparte hervez ar stumm gallekaet, Napoleone (di) Buonaparte hervez ar stumm italianek orin, Napulione Buonaparte e korseg), a oa bet ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu (Korsika), marvet d'ar 5 a viz Mae 1821 en harlu e Santez-Elena.

Kuitaat a reas Korsika da vont da soudard en arme c'hall. Buan e teuas da vezañ jeneral, ha neuze politikour ha den a stad, ha war-lerc'h impalaer gall.

E vuhez

Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.

Tad, mamm ha bugale

Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleon.

Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:

Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed.

Napoleone Buonaparte war varc'h, kuitaet gantañ Moskva e penn e arme e 1812,livet gant Jean-Louis-Ernest Meissonier.

Harlu

E 1815 e voe harluet da Saint Helena (enezenn). C'hwec'h vloaz a vevas eno ha mervel a rease 1821.

Gwelout ivez

Notennoù ha daveennoù

  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, p. 593.

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Link GA Patrom:Link GA