Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16: Linenn 16:
| enorioù =
| enorioù =
| oberennoù pennañ = ''En donvor da Vreizh''
''Geriadur bihan ar sonerezh''
''Gourbannoù sant Eosten'' (Troidigezh)

| oberennoù pennañ = ''En donvor da Vreizh''
''Geriadur bihan ar sonerezh''
''Gourbannoù sant Eosten'' (Troidigezh)

| traoù ouzhpenn = ''Displeg war an hentenn'' (Troidigezh)
''Lexique complémentaire français-breton''
''Pacem in terris'' (Troididgezh)
''Populum Progressio'' (Troidigezh)
| traoù ouzhpenn = ''Displeg war an hentenn'' (Troidigezh)
''Lexique complémentaire breton-français''
''Lexique complémentaire français-breton''
''Pacem in terris'' (Troididgezh)
''Populum Progressio'' (Troidigezh)
| sinadur =
| sinadur =
| ment sinadur =
| ment sinadur =

Stumm eus an 10 Her 2013 da 14:42

Pêr Even
Pêr Even
Anv ofisiel Pierre Even
Anv pluenn jil Ewan, Pêr Even
Obererezh Geriadurour, prederour, troour, yezhour
Ganedigezh e 1919
e Goudelin, Breizh Breizh
Marv e 2002
e Gwengamp, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
En donvor da Vreizh
Geriadur bihan ar sonerezh
Gourbannoù sant Eosten (Troidigezh)
Traoù ouzhpenn
Displeg war an hentenn (Troidigezh)
Lexique complémentaire breton-français
Lexique complémentaire français-breton
Pacem in terris (Troididgezh)
Populum Progressio (Troidigezh)

Pêr Even a voe ur skrivagner ha yezhour breizhat bet ganet e Bro-Oueloù e 1919, e Goudelin. Jil Ewan a voe e anv-pluenn. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar brezhonegva. Bez' e oa anezhañ enta ur brezhoneger a-vihanik.

Buhez

Skoliet e oa bet e kelenndi ar Salezidi e Koad-an-Hoc'h, etre Kastellaodren ha Gwengamp, gant ar Salezidi, a blede eno gant ur skolaj vicherel. Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e Normandi. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e Kloerdi bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar velegiezh a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur broadelour, evel meur a gloareg all, evel Per ar Meur, Armañs ar C'halvez,Loeiz ar Floc'h, Marsel Klerg, Per Bourdellez, Gwilherm Dubourg ha re all yaouankoc'h c'hoazh.

Pleustriñ a rae, e Gwengamp, metoù ar vroadelourion, da skouer ar "Framm keltiek" diazezet gant Roparz Hemon e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h, kure er barrez hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.

O tont er-maez eus ar c'hloerdi en doa kavet Per Even fred e studi un noter e Lannlon en e gorn-bro. Eno, moarvat, en doa bet tro da bleustriñ war ar gwir, pezh a roas an tu dezhañ da gavout ur gourc'hwel en isprefeti Gwengamp, hag a viras c'hwec'h vloaz. Alese e oa deuet da vezañ sekretour-maerdi e ti-kêr Wengamp pa oa Edouard Olivro o kadoriañ ar C'huzul-kêr ; hag eno e peurc'hreas e redad-amaezh, a echuas e dibenn ar bloavezhioù eikont.

Diaes e vije bet da unan ren ur vuhez eeunoc'h ha plaenoc'h eget a reas ar stourmer brezhon-mañ a renas e vuhez penn-a-benn en e gorn-bro c'henidik o kavout ennañ e zanvez-pried, ma timezas ganti e miz Eost 1948, hag hi brezhonegerez a-vihanik evel he gwaz. Er prantad-hont e oa Youenn Olier e vignon bras troet d'ur Boudedeo o c'haloupat betek harzoù Alamagn da c'hounit e vara evel nouspet re all en Emsav.

Pêr Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa "chimik", evel ma lavared.

E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefridi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a SADED nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an "Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques".

Adal 1959 e-barzh "Preder" ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn prederouriezh, bredoniezh ha jedoniezh.

A-ziwar ar bloavezh 1974 avat, adal ma voe roet un tuadur nevez d'ar gelaouenn Imbourc'h, deuet da vezañ kristen, e kemeras perzh an den en emvodoù Kristenion Breizh hag e vennas Pêr Even fiziout e Youenn Olier e skridoù da embann betek dibenn e vuhez, e 2003.

Oberennoù

Dindan e anv-pluenn Jil Ewan en deus sinet Pêr Even an darn vrasañ eus e oberennoù.

• Troidigezh eus Le Discours de la Méthode gant René Descartes, An Displeg war an Hentenn, e-kreiz ar bloavezhioù '60 evit ar gelaouenn Preder, e yezh SADED.
• Troidigezh Populorum Progressio Paol VI e 1969, Preder.
• En Donvor da Vreizh e 1975, adembannet e 2004 gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober displegadennoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul drouziwezh an FLB kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wezh kentañ en oberenn-mañ.
• Geriadur bihan ar sonerezh diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus Imbourc'h er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh diwezhatoc'h.
• Gourbannoù sant Eosten, e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.
• A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a feizoniezh kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn Ar Feiz dre ar Meiz gant Imbourc'h.
• Daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al Lexique complémentaire français-breton hag al Lexique complémentaire breton-français, tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h, er bloaz 1996 hag er bloaz 2000.