Blanca Kastilha : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Blancheofcastile.jpg|thumb|right|Blanche de Castille]]
[[Restr:Blancheofcastile.jpg|thumb|right|Blanche de Castille]]
'''Blanca de Castilla''' (hervez hec'h anv [[kastilhanek]]), pe '''Blanche de Castille''' (hervez hec'h anv [[gallekaet]]), ganet d'ar [[4 a viz Meurzh]] 1188 e [[Palencia]], e [[Kastilha]], marvet d'ar [[27 a viz Du]] 1252 e [[Melun]], e Bro-C'hall, a oa [[merc'h]] da [[Alfonso VIII]] hag [[Alienor a Vro-Saoz]], hag [[infantez]] [[Kastilha]].
'''Blanca de Castilla''' (hervez hec'h anv [[kastilhanek]]), pe '''Blanche de Castille''' (hervez hec'h anv [[gallekaet]]), ganet d'ar [[4 a viz Meurzh]] 1188 e [[Palencia]], e [[Kastilha]], marvet d'ar [[27 a viz Du]] 1252 e [[Melun]], e Bro-C'hall, a oa [[merc'h]] da [[Alfonso VIII Kastilha]] ha [[Leonor Bro-Saoz]], hag [[infantez]] [[Kastilha]].


Dre he mamm e oa [[merc'h-vihan]] da [[Eleanora Akitania]] ha [[Henri II Plantagenêt]]. [[Nizez]] e oa d'ar roue saoz [[Yann Dizouar]] eta.
Dre he mamm e oa [[merc'h-vihan]] da [[Eleanora Akitania]] ha [[Henri II Plantagenêt]]. [[Nizez]] e oa d'ar roue saoz [[Yann Dizouar]] eta.

Stumm eus an 7 Her 2013 da 11:04

Blanche de Castille

Blanca de Castilla (hervez hec'h anv kastilhanek), pe Blanche de Castille (hervez hec'h anv gallekaet), ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1188 e Palencia, e Kastilha, marvet d'ar 27 a viz Du 1252 e Melun, e Bro-C'hall, a oa merc'h da Alfonso VIII Kastilha ha Leonor Bro-Saoz, hag infantez Kastilha.

Dre he mamm e oa merc'h-vihan da Eleanora Akitania ha Henri II Plantagenêt. Nizez e oa d'ar roue saoz Yann Dizouar eta.

Dimeziñ a reas d'ar roue gall Loeiz VIII, ha rouanez Bro-C'hall e voe da-heul. Mamm e oa d'ar roue gall Loeiz IX, anavezet ivez evel sant Loeiz.

He buhez

Hervez feur-emglev Le Goulet etre ar rouaned gall ha saoz (Fulup-Aogust ha Yann Dizouar) e oa bet kefrisaet Urraca, c'hoar Blanca, da vab ar roue gall Loeiz. Met ar vamm-gozh Alienor (pe Eleanor), goude graet anaoudegezh gant an div briñsez spagnol, a gavas e teree gwelloc'h Blanca ouzh ar garg. En 1200 eta, en nevezamzer, e tegasas Blanca ganti da Vro-C'hall. D'an 22 a viz Mae e voe sinet ar feuremglev, Yann a roe d'he nizez Issoudun ha Gracay, hag ar re dalc'het gant André de Chauvigny, aotrou Châteauroux, e Berry, a-berzh ar roue saoz. Eureudet e voe ar briñsed e Port-Mort, war lez dehoù ar stêr Seine, e douaroù Yann, dre ma oa lakaet berz war re Fulup.

E 1216, da varv ar roue saoz Yann, e tiskouezas Blanca he gouestoni pa c'houlennas he fried Loeiz kurunenn Bro-Saoz abalamour da wirioù e wreg, nizez Yann. Tad Loeiz, Fulup-Aogust, a nac'has skoazellañ e vab, ha Blanca hepken a roas harp dezhañ. Daou vorlu a voe aozet ganti: unan renet gant Eustace the Monk, hag un armead dindan Robert de Courtenay; met poaniañ a reas en aner.


He bugale

He marv

Abati Maubuisson

Klañv e vanas e Melun e miz Du 1252, ha kaset e voe da Bariz, met ne vevas nemet un toulladig deizioù. Beziet e voe en abati Maubuisson.

Notennoù


Levrlennadur