Rømø : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1: Linenn 1:
[[File:13-09-29-nordfriesisches-wattenmeer-RalfR-06.jpg|thumb|left|Rømø]]
[[Skeudenn:Wadden - Romo.PNG|thumb|270px|right|Pelec’h emañ Rømø en arvor Danmark]]
[[Skeudenn:Wadden - Romo.PNG|thumb|270px|right|Pelec’h emañ Rømø en arvor Danmark]]
'''Rømø''' (''Röm'' en [[alamaneg]], ''Rem'' e frizeg an hanternoz)
'''Rømø''' (''Röm'' en [[alamaneg]], ''Rem'' e frizeg an hanternoz)

Stumm red eus an 7 Her 2013 da 06:58

Rømø
Pelec’h emañ Rømø en arvor Danmark

Rømø (Röm en alamaneg, Rem e frizeg an hanternoz) zo un enezenn en arvor Danmark. An hini bellañ en hanternoz eo e-touez an inizi annezet en enezeg Friz an Hanternoz. Emañ dirak aod ledenez Jutland, etre Sylt ha Mandø. En em astenn a ra war ur gorread a 130 km2 hag enni e vev 680 a annezidi. E-keñver melestradur emañ e kumun Tønder.

Stag eo ouzh an douar-bras dre ur chaoser 9 km hed. Listri a vez ivez etre Havneby, ur geriadenn eus an enezenn, hag enez Sylt. Evel m'eo c'hoarvezet gant meur a hini all eus inizi Friz, eo bet kemm-digemm ment Rømø a-hed an istor.

Gwechall e veve an enezourien diwar ar pesketaerezh. Bremañ ez eus bet kemeret kalz a blas gant an touristerezh, ha kalz tud a zeu da weladenniñ an enezennig, dedennet gant an traezhennoù ha gant ur mirdi.

Un ti-soul e Rømø


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.