E Skeud Tour Bras Sant Jermen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26: Linenn 26:
* ''An nozvezhioù e korn an oaled : spont ha dudi''
* ''An nozvezhioù e korn an oaled : spont ha dudi''
* ''Kelennadurezh ar gêr''
* ''Kelennadurezh ar gêr''
* ''Goude labourioù al linenn — Marv va zad''
* ''Goude labourioù al linenn — Marv ma zad''
* ''Skol ar Ganiched — Brezel ha c'hoarioù''
* ''Skol ar Ganiched — Brezel ha c'hoarioù''
* ''Gouelioù ha diduamantoù''
* ''Gouelioù ha diduamantoù''

Stumm eus an 2 Her 2013 da 16:30

Kentañ pajenn golo al levr adembannet e 1978.

E Skeud Tour Bras Sant Jermen zo titl ul levr eñvorennoù gant Yeun ar Gow, daou c'hant c'hwec'h pajenn warn-ugent dezhañ, bet embannet gant Ti ar Skrev er Baol e 1955 evit ar wech kentañ.

Adembannadurioù

Adembannet e oa bet al levr gant Al Liamm e 1978.

Al levr

Adalek ganedigezh e dad-kuñv (Yeun ar Gow e anv ivez !), e 1793 pe 1794, betek 1910 e kont Yeun ar Gow e vugaleaj e Pleiben e-lec'h ma oa bet ganet e miz Here 1897. Pemp pennad warn-ugent a ya d'ober an oberenn :

  • Ma zud-kozh a-berzh ma zad
  • Pa voe intañvezet ma mamm-gozh
  • E-lec'h ma 'z eus anv eus ar gourenadeier a veze gwechall e Pleiben
  • Al lapoused o vont diouzh o neizh hag ar pezh en em gavas da c'houde
  • Yeun ar Gow o fortuniañ
  • Lakaat a ran ma fri war an douar
  • Er bloavezhioù kentañ eus ma yaouankiz tenerañ
  • An hent-houarn o tont er vro
  • Devezhourien ha mevelien
  • Ma zad evel m'am eus eñvor anezhañ
  • Ma zamm buhez betek ar mare ma voen kaset d'ar skol
  • Hon amezeien dost
  • Beajoù dre ar c'horn-bro — Skol ar baotred — Teatr ar voused
  • Gouel an hent-houarn
  • War an hent da Lourd
  • O pardonañ e Lourd
  • Skol, skol-louarn ha vakañsoù
  • An nozvezhioù e korn an oaled : spont ha dudi
  • Kelennadurezh ar gêr
  • Goude labourioù al linenn — Marv ma zad
  • Skol ar Ganiched — Brezel ha c'hoarioù
  • Gouelioù ha diduamantoù
  • Ar foarioù
  • Ur vrastaolenn eus tud ar barrez hag o boazamantoù
  • Ar politik.

Taolennet e vez darvoudoù ar mare-se koulz ha tud eus Pleiben hag he zrowardroioù gant ar skrivagner dre ur yezh pinvidik-mor. An holl droioù-lavar a ra gante sof-kont a-hed al levr a zo skrivet gant lizherennoù stouet hag ur roll eus ar Gerioù ha doareoù-lavar implijet e Pleiben ha tro-war-dro a gaver en dibenn anezhañ.