Mas : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
liamm
D evezh/e vez ?
Linenn 11: Linenn 11:


Er skouer uheloc'h e c'haller displegañ ar c'hemm er mas gant an diforc'h etre [[ereadennoù derc'hanel|energiezhoù ereañ derc'hanel]] an [[heliom]] hag ar [[Karbon|c'harbon]].
Er skouer uheloc'h e c'haller displegañ ar c'hemm er mas gant an diforc'h etre [[ereadennoù derc'hanel|energiezhoù ereañ derc'hanel]] an [[heliom]] hag ar [[Karbon|c'harbon]].



== Mas ha pouez ==
== Mas ha pouez ==


Arabat eo kemmeskañ ar mas hag ar [[pouez]], gant hemañ ziwezhañ evezh muzuliet an etreober etre ar mas hag ar park gravitadur (Un [[nerzh (Fizik)|nerzh]] eo ar pouez).
Arabat eo kemmeskañ ar mas hag ar [[pouez]], gant hemañ ziwezhañ e vez muzuliet an etreober etre ar mas hag ar park gravitadur (Un [[nerzh (Fizik)|nerzh]] eo ar pouez).


Dont a ra ar mesk a vez etre ar mas hag ar pouez eus ar fed ez eo bet implijet pell an hevelep ger "[[kilogram]]" evit envel unanennoù muzuliañ an daou gementad fizikel-se zo disheñvel-bras o natur. O [[kevatalenn|c'hevatalennoù]] da bep hini, M ha ML/T², en diskouez splann.
Dont a ra ar mesk a vez etre ar mas hag ar pouez eus ar fed ez eo bet implijet pell an hevelep ger "[[kilogram]]" evit envel unanennoù muzuliañ an daou gementad fizikel-se zo disheñvel-bras o natur. O [[kevatalenn|c'hevatalennoù]] da bep hini, M ha ML/T², en diskouez splann.

Stumm eus an 28 Eos 2013 da 15:16

Ar mas zo ur c'hementad fizikel dezverkus eus ar c'hementad danvez zo en ur c’horf[1]. Ur perzh diazez eus an danvez eo ar mas hag anadiñ a ra dre ziemluskted ar c'horfoù hag o etreober gravitadurel. E sistem etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.) ez eo ar c’hilogram hag a dalvez da unanenn vas ha neket ar gram (g). Implijet e vez ivez an donenn zo par da 1000 kg hag an unanenn vas atomek.

Mas ha kementad danvez

Ne vez ket muzuliet ar c'hementad danvez gant ar mas !

Sistem etrebroadel an unanennoù a laka ur c'hemm diazez etre ar c'hementad danvez, muzuliet e moloù, hag ar mas, muzuliet e kilogram.

Setu amañ ur skouer. Tri mol heliom 4 zo enne an hevelep niver rik a brotonoù, a neutronoù hag a elektronoù, da lavarout eo ar memes kementad danvez rik hag ur mol karbon 12, eleze 6 mol protonoù, 6 mol neutronoù ha 6 mol elektronoù. Met mas ur mol karbon 12 a dalvez 12 gram dres (Dre dermenadur niver Avogadro) tra ma talvez mas an tri mol heliom 4 kement ha 3 x 4,0026[2] = 12,0078 gram. Kementadoù danvez heñvel-rik a c'hall eta kaout masoù disheñvel.

Er skouer uheloc'h e c'haller displegañ ar c'hemm er mas gant an diforc'h etre energiezhoù ereañ derc'hanel an heliom hag ar c'harbon.

Mas ha pouez

Arabat eo kemmeskañ ar mas hag ar pouez, gant hemañ ziwezhañ e vez muzuliet an etreober etre ar mas hag ar park gravitadur (Un nerzh eo ar pouez).

Dont a ra ar mesk a vez etre ar mas hag ar pouez eus ar fed ez eo bet implijet pell an hevelep ger "kilogram" evit envel unanennoù muzuliañ an daou gementad fizikel-se zo disheñvel-bras o natur. O c'hevatalennoù da bep hini, M ha ML/T², en diskouez splann. Sistem etrebroadel an unanennoù (SI) en deus reizhet ar meskaj-se peogwir e vez muzuliet an unanenn nerzh, hag an unanenn-pouez ivez eta, e newton (N).


Notennoù

  1. A-wezhioù e reer gant ar ger "tolz".
  2. Taolenn beriodek an elfennoù. a ro ur mas atomek relativel 4,002603250 evit an izotop 4He.

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB