Ar Gelveneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D liamm diabarzh
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D hizivadur
Linenn 94: Linenn 94:
== Dave ha notennoù ==
== Dave ha notennoù ==
<references/>
<references/>

{{DEFAULTSORT:Gelveneg}}
[[Rummad:Kumunioù Penn-ar-Bed]]
[[Rummad:Kumunioù Penn-ar-Bed]]
[[Rummad:Bro Vigoudenn]]
[[Rummad:Bro Vigoudenn]]

Stumm eus an 13 Eos 2013 da 23:45

Ar Gelveneg
Ar vag Ar Gwenodenn e porzh ar Gelveneg
Ar vag Ar Gwenodenn e porzh ar Gelveneg
Ardamezioù
Bro istorel Kerne - Bro Vigoudenn
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton kanton ar Gelveneg (pennlec'h)
Kod kumun 29072
Kod post 29730
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Tanneau
2012-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh-k. Su ar Vro Vigoudenn
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 892 ann. (2010[1])[2]
Stankter 1 095 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 47′ 46″ Norzh
4° 16′ 57″ Kornôg
/ 47.796111, -4.2825
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 17 m
Gorread 2,46 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ar Gelveneg

Ar Gelveneg a zo ur gumun eus ar Vro Vigoudenn ha kêrbenn kanton ar Gelveneg, e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh.

Istor

Krouet eo bet ar gumun er bloavezh 1880, ha chomet eo ar c'huzul-ker war an tu kleiz beteg 1995. Da gentañ ar strollad "radical" a zo bet e penn etre 1880 ha 1935, war-lerc'h eo deuet ar Gomunisted beteg ar bloavezh 1977, goude-se ar PS a zo bet dilennet, a chomet eo e penn beteg ar bloavezh 1995. Evel-just etre an hañv 1940 hag hini 1944 eo bet aloubet ar geriadenn gant an Allamaned, setu eo bet lakaet er prantad-se ur maer keveler e penn.

An traoù-se a ziskouezh splann, pa ne oa er prantad-se tost nemet Brezhonegerien er Gelveneg beteg an eil brezel bed, ne oa ket ar re-mañ a-enep ar Répulik, met Républikaned kendrec'het ha kalonek, daoust d'ar gaou graet d'ho yezh gant Jakobined dall Paris, dallet gant menozhioù kaer hag a oa ivez re ar Gelvenegerienn! Koulskoude a veze graet "Plouked" pe "chouaned" outo, gant pennoù bras pe bihan diskennet eus Paris gant o bragoù berr ha menozioù ken berr all. Souezhet e vezer pa weler pegement a sotonioù pa n'eo ket torfedoù a veze graet a-hed an Istor gant tud gant menozioù kaer!

Ha ne oa ket anat bezañ Républikan e 1880, rak divizet e oa bet adsevel ar Républik er bloavezh 1875 diwar-benn ur vouezh hepken! An tu dehou ne oa ket a-du evit ar Républik d'ar mare-se, setu ma ne vefe ket bet anezhi ma vefe aet an trec'h gantañ. Setu trugarez d'ar Vrezhonerien kozh, difennerienn gwirion hag hael ar Frankiz, an Ingalded hag ar Breudeuriezh, ha ne zellezent ket ar c'homzoù kriz ha divalav a goueze warno eus genouioù diouiziek ha rok pennoù bras ar galloud.

Anat eo, e 1995 oa deuet an tu dehoù da vezañ républikan ivez, rak cheñchet o deus o menozioù dreist-holl war-lerc'h an eil brezel bed.

Monumantoù ha traoù heverk

Maner kergozh; porzh-mor;mirdi ar peskerezh. beg Men-Meur; an aod-wenn;tachenn-kamping; Goudor ar Vartoloded; CLC:(Centre des Loisirs et de la Culture);Kreizenn Multimedia

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 1 (Aerlu)
Hollad 1

Karrnijour e oa. Mervel a reas e miz Gouere 1918, e-pad ar Brezel-bed kentañ [3]

Douaroniezh

Emdroadur ar boblañs

Niver a annezidi

Brezhoneg

D'ar 4 a viz C'hwevrer 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Melestradurezh

Tud

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Dave ha notennoù

  1. Chifroù ofisiel 2010 war lec'hienn an EBSSA
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. Commonwealth War Graves Commission