Vendôme : diforc'h etre ar stummoù
Reizhañ liamm diabarzh |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 383: | Linenn 383: | ||
*[[Jean-Baptiste de Vimeur]], kont a Rochambeau. |
*[[Jean-Baptiste de Vimeur]], kont a Rochambeau. |
||
===Tud o deus bevet eno=== |
===Tud o deus bevet eno=== |
||
*[[Meven Mordiern]], skrivagner brezhoneg |
*[[Meven Mordiern]], skrivagner brezhoneg, en deus bevet er gumun e-kichen, [[Villiers-sur-Loir]]. |
||
===Tud marvet eno=== |
===Tud marvet eno=== |
||
*[[Nevenoe]], penn ar Vretoned, e 851 |
*[[Nevenoe]], penn ar Vretoned, e 851 |
Stumm eus an 8 Eos 2013 da 19:50
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Vendôme |
Skoed | |
Lec'hiadur Vendôme en Arondisamant Vendôme | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Centre |
Departamant | Loir-et-Cher |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Vendôme (pennlec'h) |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Pays de Vendôme |
Kantonioù | Pennlec'h kantonioù Vendôme-1 ha Vendôme-2 |
Kod INSEE | 41269 |
Kod post | 41100 |
Maer | Catherine Lockhart (Strollad Sokialour Gall) |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 23,89 km² |
Led | 47° 47' 37" Norzh |
Hed | 01° 03' 59" Reter |
Uhelder kreiz | .. m |
Uhelder bihanañ | 76 m |
Uhelder brasañ | 141 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 16 669 (2008) |
Stankter | 698 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | Vendôme |
Ur gumun c'hall eo Vendôme (Gwenngen hervez Meven Mordiern, genidik eus ar vro) e departamant Loir-et-Cher.
Istor
E-kichen kêr Vindocinum e oa un oppidom war un dorgenn a oa savet ur c'hastell-kreñv warni er Grennamzer. E Vendôme e varvas Nevenoe, penn ar Vretoned e 851. Diazezet e voe abati an Dreinded sant Bienheuré er Vvet kantved. Chom a ra an iliz evel m'eo bet savet er stil gotek flamennek. Dont a reas ar vro da vezañ glad familh ar Vourboned-Vendôme, ur skourr eus an dierniezh c'hall er XIVvet kantved. E 1515 e oa kemmet ar gontelezh en un dugelezh evit Charlez a Vourbon, tad-kozh Herri IV, roue Bro-C'hall. Hemañ a roas an dugelezh d'e vab bastard, Kaezar. Pelloc'h e voe roet dezhañ post gouarnour Breizh gant Anna a Aostria, intañvez Herri IV.
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz abati an Drinded gant ur c'hloc'hdi distag hag un talbenn kizellet meurbet er stil gotek flamennek
- Mirdi e savadurioù abati an Dreinded (XIVvet-XVIved kantved)
- Iliz ar Madalen (XVvet kantved)
- Tour Sant-Varzhin, bet kloc'hdi un iliz aet da get
- Dor Sant-Jord
- Ospital kozh ha skolaj kozh, an ti-kêr ennañ hiziv
- Levraoueg Abad Grégoire
- Dismantroù kastell konted vendôme
- Delwennoù Pierre de Ronsard ha kont ha marichal a Rochambeau
- Karterioù kozh
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Douaroniezh
War ribl al Lez emañ, 35 kilometr e gwalarn Blois ha dre ar TTB e c'haller mont da Bariz dindan 42 vunutenn.
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
Melestradurezh
Tud
Tud bet ganet eno
- Jean-Baptiste de Vimeur, kont a Rochambeau.
Tud o deus bevet eno
- Meven Mordiern, skrivagner brezhoneg, en deus bevet er gumun e-kichen, Villiers-sur-Loir.
Tud marvet eno
- Nevenoe, penn ar Vretoned, e 851