Brezhoneg ar Mor : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "thumb|right|200px|Pajenn gentañ golo al levr '''''Brezhoneg ar Mor''''' zo titl ul levr gant Loeiz Andouard hag..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:ANDOUARD Loeiz - Golo Brezhoneg ar Mor.jpg|thumb|right|200px|Pajenn gentañ golo al levr]]
[[Skeudenn:ANDOUARD Loeiz - Golo Brezhoneg ar Mor.jpg|thumb|right|200px|Pajenn gentañ golo al levr]]
'''''Brezhoneg ar Mor''''' zo titl ul levr gant [[Loeiz Andouard]] hag a oa bet embannet gant [[Hor Yezh]] e miz Mezheven [[1973]] da gentañ-penn, a-raok bezañ embannet en-dro e [[1983]] gant [[Mouladurioù Hor Yezh]].
'''''Brezhoneg ar Mor''''' zo titl ul levr gant [[Loeiz Andouard]] hag a oa bet embannet gant ''[[Hor Yezh]]'' e miz Mezheven [[1973]] da gentañ-penn, a-raok bezañ embannet en-dro e [[1983]] gant ''[[Mouladurioù Hor Yezh]]''.


==Al levr==
==Al levr==

Stumm eus an 6 Eos 2013 da 12:39

Pajenn gentañ golo al levr

Brezhoneg ar Mor zo titl ul levr gant Loeiz Andouard hag a oa bet embannet gant Hor Yezh e miz Mezheven 1973 da gentañ-penn, a-raok bezañ embannet en-dro e 1983 gant Mouladurioù Hor Yezh.

Al levr

Ar c'hant c'hwec'h pajenn ha tregont anezhañ a ya d'ober ur geriadur gallek-brezhonek war geriaoueg ar mor. Skrivet e peurunvan, ez eo rummet ar gerioù dre al lizherenneg. Nevezc'her ebet ennañ dre ma oa bet dastumet nemet gerioù a veze graet gante gant an dud a vor war ar pemdez. Skeudennaouet eo an oberenn-mañ war-bouez an ugent skeudenn amañ dindan :

  1. Merkoù bezioù kozh e stumm eorioù,
  2. Eorioù kozh hag a-vremañ,
  3. Lestr-balumeta kozh,
  4. Biskinenn eus Konkaven,
  5. Nadoz-vor ar Vretoned,
  6. Bigi kregin war an traezh,
  7. Roued-pesked,
  8. Morskoul,
  9. Sturioù ar bagoù bihan ha bras,
  10. Higennoù,
  11. Goueletenn islandat,
  12. Al lestr-grilhek “Kador”,
  13. Nadoz hag estell,
  14. Anahita,
  15. Gouel gornek,
  16. Bag sardin kozh,
  17. Bag-toun dre lien,
  18. Bag-toun selenner,
  19. Teir-gwern morueta eus Sant-Malo.

Un nebeud stagadennoù a gaver ivez e dibenn al levr : ar Skeul Beaufort (Nerzh an avel), hentoù ur vag hervez an avel, anvioù bagoù (hervez ur roll savet gant Kerlannn) ha gouelioù un teir-gwern vark hag he c'herdin-red.