Annaig Renault : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Levrioù: klokaat
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
Lakaet eo bet da skrivagnerez neoklasel e Lennegezh ar brezhoneg en {{XXvet kantved}} gant [[Frañsez Favereau]]. D'an [[9 a viz Eost]] [[2010]] e oa bet degemeret en [[Urzh an Erminig]] evit he labour.
Lakaet eo bet da skrivagnerez neoklasel e Lennegezh ar brezhoneg en {{XXvet kantved}} gant [[Frañsez Favereau]]. D'an [[9 a viz Eost]] [[2010]] e oa bet degemeret en [[Urzh an Erminig]] evit he labour.


Ar [[priz Per Roy]] hag [[Priz Imram|Imram]] he doa bet evit he levrioù, romantoù ha barzhonegoù. Meur a zanevell a zo bet lakaet e kembraeg gant [[Rhisiart Hincks]] eus skol-veur [[Aberystwyth]].
Ar [[Priz Pêr Roy]] hag [[Priz Imram|Imram]] he doa bet evit he levrioù, romantoù ha barzhonegoù. Meur a zanevell a zo bet lakaet e kembraeg gant [[Rhisiart Hincks]] eus skol-veur [[Aberystwyth]].





Stumm eus an 1 Eos 2013 da 10:28

Annaig Renault (4 a viz Eost 1946, Neuilly-sur-Seine - 8 a viz Genver 2012, Roazhon) a oa ur skrivagnerez.

Buhez

He zad a oa eus Treveur (Aodoù-an-Arvor) hag he mamm eus Brest. Bevet he doa e Pariz betek 1967. Pa oa o chom eno he doa darempredet kreizenn sevenadurel Kêr-Vreizh ha sonet he doa e strollad Telennoù Bleimor. D'an oad a seizh vloaz e oa krog da zeskiñ brezhoneg diwar intrudu he zud. Kendalc'het he doa da zeskiñ ar yezh-mañ a-drugarez da Yann Kerlann ha da c'houde gant stajoù KEAV ha skol-veur Roazhon 2.

Da 20 vloaz e kuitaas Pariz evit dont da Vreizh. Er bloavezhioù 1980 e teuas da vezañ eilrenerez kreizenn sevenadurel La Briantais e Sant-Maloù. Eno e veze aozet kejadegoù gant skrivagnerien hag arzourien ha prederourien ha skiantourien. Hebraeg ar bibl a grogas da zeskiñ eno ivez. Ar studioù-se a badas betek he marv rak ur gredenn gwriziet don enni e oa ar redi da gaout meur a sevenadur, keñveriañ an doareoù all da welout ha da lavarout ar bed.

D'an 8 a viz Genver 2012 ez eas d'an anaon diwar un SLA (Sclérose Latérale Amyotrophique - kleñved Charcot).

Oberenn

Goude bezañ echuet he studioù e rann ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2 ec'h embannas barzhonegoù hag e savas ur bern pennadoù skridvarnerezh.

E 1995 ec'h embannas ar c'hentañ romant brezhonek skrivet gant ur vaouez: Dec'h zo re bell dija. Eilrenerez Skol-Uhel ar Vro e voe. E 2002 he doa savet un dezenn diwar-benn hentoù an Denelezh en oberenn Maodez Glanndour dindan renerezh Yann-Bêr Piriou.

Lakaet eo bet da skrivagnerez neoklasel e Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved gant Frañsez Favereau. D'an 9 a viz Eost 2010 e oa bet degemeret en Urzh an Erminig evit he labour.

Ar Priz Pêr Roy hag Imram he doa bet evit he levrioù, romantoù ha barzhonegoù. Meur a zanevell a zo bet lakaet e kembraeg gant Rhisiart Hincks eus skol-veur Aberystwyth.


Oberennoù

Levrioù

  • Barzhonegoù (barzhonegoù, 1985 (br)
  • Planedennoù (danevelloù, 1989, (br)
  • Dec’h ’zo re bell dija (romant), 1996, ti-embann Skrid Mouladurioù Hor Yezh (br)
  • Prof Nedeleg Lomig (kontadenn evit ar vugale), 1999, e ti-embann An Here (br)
  • Carnet de voyage, Coop Breizh, Spézet, 2004, (br) (fr)
  • Dremm ar vamm, Keit Vimp Bev, Priz ar Yaouankiz, 2006, (br)
  • Komzoù bev, diwar he zezenn a-zivout Maodez Glanndour e ti-embann Mouladurioù Hor Yezh, 2008, (fr)
  • Un danevell e-barzh Tan ha skorn an noz (dastumad danevelloù), An Alarc'h Embannadurioù, 2009 (br)
  • Le dieu vagabond (romant), Diabase, 2010 (fr)
  • je sais la vie brûlante, livadurioù gant Yves Grandjean, skridoù gant Annaig Renault, 2011, (fr)
  • Gant ma tavo gwad an noz, livadurioù gant Yves Grandjean, skridoù gant Annaig Renault, 2011, (br)

A bep seurt

  • "Ar Rannoù", Al Liamm, niv. 260-261, 1990 (danevell)

Skridvarnerezh