Trovan ar C'hrank : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Boulc'h
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Gou 2013 da 08:00

Linenn Trovan ar C'hrank war ur blanisferenn.

Trovan ar C'hrank a vez graet eus al ledred a ra tro an Douar hag a verk al lec'h ar muiañ en norzh ma c'hall an Heol bezañ er zenit (pe "neinboent"), dres a-us penn an arseller eta, d'an eur a greisteiz. Kement-se a c'hoarvez da c'hoursav-heol an Hañv (war-dro an 20 a viz Mezheven). 23° 26’ 16’’ a-us d'ar c'heheder eo ledredenn Trovan ar C'hrank. An eneb en hantervoul su eo Trovan ar C'havr.

Unan eus ar pemp ledredenn implijetañ eo gant ar C'heheder, Trovan ar C'hrank, hag an daou gelc'h polel (kelc'h Arktika, kelc'h Antarktika).

Pennadoù kar