Attila : diforc'h etre ar stummoù
展翅飛翔 (kaozeal | degasadennoù) Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 13: | Linenn 13: | ||
{{Link FA|fr}} |
{{Link FA|fr}} |
||
{{Link GA|ja}} |
{{Link GA|ja}} |
||
{{Link GA|zh}} |
Stumm eus an 11 Gou 2013 da 23:54
Attila ( ? c.400–453), a vez graet anezhañ Attila an Hun alies ivez, a oa penn bras an Huned eus 434 betek e varv e 453. Ur gwir impalaeriezh a oa dindan e veli hag a yae eus ar stêr Oural betek ar Roen hag eus ar stêr Danav er su betek ar Mor Baltel en norzh. E-pad e ren e oa gwelet evel o gwashañ enebour gant Impalaeriezhioù Roman ar Reter hag ar C'hornaoueg. Dre ziv wech e treuzas an Danav hag e preizhas ar Balkanioù, ha klask tapout Constantinopolis met c'hwitout a reas war e daol. Klask a reas ivez aloubiñ Galia. Treizhañ a reas ar Roen e 451 ha mont betek Aurelianum (Orleañs) a-raok bezañ faezhet en Emgann ar Maezioù Katalaonek (an emgann nemetañ kollet gantañ). Da heul ec'h aloubas Italia, hag ober e renkoù e proviñsoù an norzh, ha klask kemer Roma, met c'hwitout a reas war e daol. En e soñj e oa kendelc'her ar brezel a-enep ar Romaned met mervel a reas er bloaz 453.