Blanca Kastilha : diforc'h etre ar stummoù
Lemel kuit ar saozneg |
yezh |
||
Linenn 4: | Linenn 4: | ||
Dre he mamm e oa [[merc'h-vihan]] da [[Eleanora Akitania]] ha [[Henri II Plantagenêt]]. [[Nizez]] e oa d'ar roue saoz [[Yann Dizouar]] eta. |
Dre he mamm e oa [[merc'h-vihan]] da [[Eleanora Akitania]] ha [[Henri II Plantagenêt]]. [[Nizez]] e oa d'ar roue saoz [[Yann Dizouar]] eta. |
||
Dimeziñ a reas d'ar roue gall [[Loeiz VIII (Bro-C'hall)|Loeiz VIII]], |
Dimeziñ a reas d'ar roue gall [[Loeiz VIII (Bro-C'hall)|Loeiz VIII]], ha rouanez Bro-C'hall e voe da-heul. Mamm e oa d'ar roue gall [[Loeiz IX (Bro-C'hall)|Loeiz IX]], anavezet ivez evel ''sant Loeiz''. |
||
== He buhez == |
== He buhez == |
Stumm eus an 16 Mae 2013 da 05:50
Blanca de Castilla (hervez hec'h anv kastilhanek), pe Blanche de Castille (hervez hec'h anv gallek), ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1188 e Palencia, e Kastilha, marvet d'ar 27 a viz Du 1252 e Melun, e Bro-C'hall, a oa merc'h da Alfoñs VIII hag Alienor a Vro-Saoz, hag infantez Kastilha.
Dre he mamm e oa merc'h-vihan da Eleanora Akitania ha Henri II Plantagenêt. Nizez e oa d'ar roue saoz Yann Dizouar eta.
Dimeziñ a reas d'ar roue gall Loeiz VIII, ha rouanez Bro-C'hall e voe da-heul. Mamm e oa d'ar roue gall Loeiz IX, anavezet ivez evel sant Loeiz.
He buhez
Hervez feuremglev Le Goulet etre ar rouaned gall ha saoz (Fulup-Aogust ha Yann Dizouar) e oa bet kefrisaet Urraca, c'hoar Blanca, da vab ar roue gall Loeiz. Met ar vamm-gozh Alienor (pe Eleanor), goude graet anaoudegezh gant an div briñsez spagnol, a gavas e teree gwelloc'h Blanca ouzh ar garg. En 1200 eta, en nevezamzer, e tegasas Blanca ganti da Vro-C'hall. D'an 22 a viz Mae e voe sinet ar feuremglev, Yann a roe d'he nizez Issoudun ha Gracay, hag ar re dalc'het gant André de Chauvigny, aotrou Châteauroux, e Berry, a-berzh ar roue saoz. Eureudet e voe ar briñsed e Port-Mort, war lez dehoù ar stêr Seine, e douaroù Yann, dre ma oa lakaet berz war re Fulup.
E 1216, da varv ar roue saoz Yann, e tiskouezas Blanca he gouestoni pa c'houlennas he fried Loeiz kurunenn Bro-Saoz abalamour da wirioù e wreg, nizez Yann. Tad Loeiz, Fulup -Aogust, a nac'has skoazellañ e vab, ha Blanca hepken a roas harp dezhañ. Daou vorlu a voe aozet ganti: unan renet gant Eustace the Monk, hag un armead dindan Robert de Courtenay; met poaniañ a reas en aner.
He marv
Klañv e vanas e Melun e miz Du 1252, ha kaset e voe da Bariz, met ne vevas nemet un toulladig deizioù. Beziet e voe e Maubuisson.
Notennoù
Levrlennadur
- Marcel Brion, Blanche de Castille, Librairie de France, 1939
- Philippe Delorme, Blanche de Castille, Histoire des Reines de France, Ed. Pygmalion, 2002