Carlota Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16: Linenn 16:
En [[1788]] e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. neuze e voe anvet da ''briñs Brazil'' ha da {{17vet}} [[dug Braganza]]. Entre [[1788]] ha [[1816]], e veze graet ''priñsez Brazil'' eus Carlota.
En [[1788]] e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. neuze e voe anvet da ''briñs Brazil'' ha da {{17vet}} [[dug Braganza]]. Entre [[1788]] ha [[1816]], e veze graet ''priñsez Brazil'' eus Carlota.


En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù [[Napoleone Buonaparte]], hag ar rouaned [[Carlos IV]], he zad, ha [[Fernando VII]] , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.
En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù [[Napoleone Buonaparte]], hag ar rouaned [[Carlos IV]], he zad, ha [[Fernando VII]] , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E 1807 e voe aloubet portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.


He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ [[Buenos Aires]] ha hanternoz [[Arc'hantina]]. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar
<!--
Son [[Charlottisme|plan d’origine]] était d'envoyer une armée occuper [[Buenos Aires]] et le nord de l'actuelle [[Argentine]], mais les forces luso-brésiliennes parvinrent uniquement à annexer, sous le nom de ''[[Cisplatina]]'', les rives nord de l'estuaire du Rio de la Plata, maintenus dans l'empire jusqu’en [[1822]], mais qui firent sécession en [[1828]] pour devenir la république d'[[Uruguay]]. L'infante Charlotte d'Espagne, fille du roi d'Espagne [[Charles IV d'Espagne|Charles IV]] et épouse du prince régent et futur roi de Portugal [[Jean VI de Portugal|Jean VI]], voulut également faire de l'infant d'Espagne [[Pierre-Charles de Bourbon]], qui était son neveu et gendre, le souverain d'une Amérique espagnole séparée de la métropole occupée par la France. Elle chercha à cette fin l'appui de l'amiral [[William Sidney Smith|Sidney Smith]], commandant de la flotte britannique ancrée à Rio<ref>Jean-François Labourdette, ''Histoire du Portugal'', éd. Fayard, {{p.|496}}.</ref>.
[[Rio de la Plata]], a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en [[1822]], hag anvet ''[[Cisplatina]]''. Ar vro -se en em zistagas en [[1828]] da vezañ Republik [[Uruguay]]. <!--L'infante Charlotte d'Espagne, fille du roi d'Espagne [[Charles IV d'Espagne|Charles IV]] et épouse du prince régent et futur roi de Portugal [[Jean VI de Portugal|Jean VI]], voulut également faire de l'infant d'Espagne [[Pierre-Charles de Bourbon]], qui était son neveu et gendre, le souverain d'une Amérique espagnole séparée de la métropole occupée par la France. Elle chercha à cette fin l'appui de l'amiral [[William Sidney Smith|Sidney Smith]], commandant de la flotte britannique ancrée à Rio<ref>Jean-François Labourdette, ''Histoire du Portugal'', éd. Fayard, {{p.|496}}.</ref>.


-->
-->

Stumm eus an 1 Mae 2013 da 08:59

Ar rouanez Carlota Joaquina Teresa de Borbón

Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.

He buhez

Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma.

Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João (1767-1826), eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ar mab henañ, José, an hini a oa da vout roue.

Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an 9 a viz Genver 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.

Iriennañ a reas da glask diskar ar roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal.


He buhez e Brazil

Ar rouanez Carlota gant he fried roue.

En 1788 e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. neuze e voe anvet da briñs Brazil ha da Patrom:17vet dug Braganza. Entre 1788 ha 1816, e veze graet priñsez Brazil eus Carlota.

En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, he zad, ha Fernando VII , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E 1807 e voe aloubet portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.

He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ Buenos Aires ha hanternoz Arc'hantina. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar Rio de la Plata, a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en 1822, hag anvet Cisplatina. Ar vro -se en em zistagas en 1828 da vezañ Republik Uruguay.

He bugale

Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).

  1. e 1793 Maria Teresa de Bragança.
  2. e 1795 Francisco António Pio.
  3. e 1797 Maria Isabel.
  4. e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
  5. e 1800 Maria Francisca de Assis.
  6. e 1801 Isabel Maria.
  7. e 1802 Miguel, a voe Miguel Iañ Portugal.
  8. e 1805 Maria de Assunção.
  9. e 1806 Ana de Jesus Maria.

He marv

Mervel a reas e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal.