Carlota Spagn : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 5: | Linenn 5: | ||
Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e [[Palez Aranjuez]]. Merc'h e oa da [[Carlos IV]], [[roue Spagn]], ha d'e bried [[Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma]]. |
Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e [[Palez Aranjuez]]. Merc'h e oa da [[Carlos IV]], [[roue Spagn]], ha d'e bried [[Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma]]. |
||
Dek vloaz e oa e [[1785]], pa voe dimezet da [[João VI]] ([[1767]]-[[1826]]). Hennezh e oa eil mab [[Pedro III]], [[roue Portugal]], ha [[Maria Iañ]]. Ne voe sevenet an eured avat nemet d'an [[9 a viz Genver]] 1790 e [[Lisboa]]. Iriennañ a reas da glask diskar ar roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal. |
Dek vloaz e oa e [[1785]], pa voe dimezet da [[João VI]] ([[1767]]-[[1826]]). Hennezh e oa eil mab [[Pedro III]], [[roue Portugal]], ha [[Maria Iañ]]. Ne voe sevenet an eured avat nemet d'an [[9 a viz Genver]] 1790 e [[Lisboa]]. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout [[korrez]] avat. |
||
Iriennañ a reas da glask diskar ar roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal. |
|||
Stumm eus an 1 Mae 2013 da 07:29
Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.
He buhez
Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma.
Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João VI (1767-1826). Hennezh e oa eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ne voe sevenet an eured avat nemet d'an 9 a viz Genver 1790 e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.
Iriennañ a reas da glask diskar ar roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal.
He bugale
Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).
- e 1793 Maria Teresa de Bragança.
- e 1795 Francisco António Pio.
- e 1797 Maria Isabel.
- e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
- e 1800 Maria Francisca de Assis.
- e 1801 Isabel Maria.
- e 1802 Miguel, a voe Miguel Iañ Portugal.
- e 1805 Maria de Assunção.
- e 1806 Ana de Jesus Maria.
He marv
Mervel a reas e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal.