Jacopo Tintoretto : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
→‎Taolennoù: Lakaat an anv, skarzhet vil.
Linenn 34: Linenn 34:
Image:Jacopo Tintoretto 004.jpg|''Dougen korf Sant Mark'', 1562-1566, Gallerie dell'Accademia, Venezia
Image:Jacopo Tintoretto 004.jpg|''Dougen korf Sant Mark'', 1562-1566, Gallerie dell'Accademia, Venezia
Image:Jacopo Tintoretto 011.jpg|''Orin ar Via Láctea'', wd. 1575-1582
Image:Jacopo Tintoretto 011.jpg|''Orin ar Via Láctea'', wd. 1575-1582
Image:Jacopo Tintoretto 016.jpg|, wd. 1578-1580
Image:Jacopo Tintoretto 016.jpg|''Federico II conquista Parma nel 1521''('' [[Federico II Gonzaga]] kemeret kêr Parma gantañ''. Taolenn evit e vab [[Guglielmo Gonzaga]], war-dro 1578-1580.
Image:Jacopo_Tintoretto_036.jpg|''Ar prokulor Marco Grimani'', h. 1580
Image:Jacopo_Tintoretto_036.jpg|''Ar prokulor Marco Grimani'', h. 1580
Image:Tintosoup.jpg|''Ar goan ziwezhañ'', 1592-94
Image:Tintosoup.jpg|''Ar goan ziwezhañ'', 1592-94

Stumm eus an 27 Ebr 2013 da 11:29

Emboltred Tintoretto.

Tintoretto, pe Jacopo Tintoretto, zo ul livour italian, eus ar XVIvet kantved, unan eus re vrudetañ skol Venezia, hag an diwezhañ eus livourien veur an Azginivelezh italian.

E anv

Jacopo Comin e oa e wir anv. Kement-se ne oa ket anavezet ken e oa bet kavet gant Miguel Falomir, penn kevrenn al livouriezh italian e mirdi ar Prado, e Madrid, hag embannet a-benn ar fin da-geñver diskouezadeg veur oberennoù Tintoretto e mirdi ar Prado. [1]

En yaouank e veze graet Jacopo Robusti anezhañ, war-lerc'h e dad, abalamour ma oa un den kreñv a'r c'hreñvañ, en devoa difennet perzhier Padova a-enep soudarded an impalaer santel.

Dont a ra e lesanv Tintoretto eus micher e dad, Battista Robusti, a laboure en ul liverezh dilhad ("tintorìa" en italianeg).

E vab Domenicho ivez a veze lesanvet heñvel (gwelout Domenicho Tintoretto).

E yaouankiz

Ganet e oa d'an 29 a viz Gwengolo e 1518 e Venezia, hag eno e varvas d'an 31 a viz Mae 1594.

Diskibl e oa da d-Tizian. Diouzh a lavarer e oa trec'h d'e vestr evit c'hoari gant al livioù hag ar skeudoù. Marteze eo se zo kaoz ma ne chomas nemet un toullad mizioù gant ar mestr. Troet e oa gant doareoù ar mannierismo toskan ha roman a veze skignet e Venezia gant tud evel Sansovino, Salviati ha Schiavone.

Il Furioso a veze graet anezhañ abalamour d'an nerzh a zispigne da livañ. E zoare da implij ar gouloù a rae anezhañ ur rakbarok en ur stumm. E-touez e oberennoù brudetaén emañ an aridennad livadurioù diwar-benn buhez Jezuz ha Mari e skol San Rocco.

Meur a oberenn zo bet skrivet gant Jean Paul Sartre diwar-benn Tintoretto. Bri a zouge da Michelangelo Buonarotti a levezonas e zoare da dresañ.

Oberennoù brudetañ Tintoretto eo al livadurioù en deus graet eus buhez Jezuz hag ar Werc'hez er Scuola Grande di San Rocco, ma voe anvet da ginkler ofisiel anezhi en 1564.

Notennoù

Taolennoù

Pennad kar