Loeiz ar Chalotez : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q562426 (translate me) |
||
Linenn 39: | Linenn 39: | ||
[[Rummad:Istor Breizh en XVIIIvet kantved]] |
[[Rummad:Istor Breizh en XVIIIvet kantved]] |
||
[[sv:Louis-René de Caradeuc de La Chalotais]] |
Stumm eus an 22 Ebr 2013 da 11:41
Louis-René de Caradeuc de la Chalotais (pe Loeiz ar Chalotez e brezhoneg), ganet e Roazhon d'ar 6 a viz Meurzh 1701 ha marvet eno ivez d'an 12 a viz Gouere 1785, a oa un den a lezenn a oa prokulor e Breujoù Breizh. Kemer a reas penn an eneberezh da benngomandant Breizh, an dug d'Aiguillon. P'en devoa nac'het plegañ dirak ar Roue e oa bet toullbac'het hag abalamour da se eo gwelet gant lod evel ar c'hentañ emsaver politikel brezhon[1].
- ↑ Youenn Olier, levrenn gentañ Istor an Emsav, e ti Imbourc'h, 1972
E diegezh
Diaes eo lavarout eo bet ar Chalotez ur brogarour pa oa e bennobererezh stourm evit ma chomje bev "dreist-wirioù" e ensavadur a-eneb ar "galloud kreiz". Pennpatrom an "nagennour lealour", - evit implijout ur c'herienn ijinet gant Iwan an Diberder e deroù ar XIXvet kantved - eo bet marteze. Biskoazh n'en deus ar Chalotez burutellet reizhwiriegezh ar "galloud kreiz"-se nag arvaret diwar e benn ; war un dro e oa anezhañ un ezel eus an intelligentsia c'hall a neuze, mirelour ha "filozof" war un dro (re aes e tisoñjer ne oa ket Voltaire un dispac'her : un adreizhour, ur c'hempennour ne oa ken), savet gantañ levrioù - unan anezho diwar-benn an desavadurezh (Essai de l'Éducation nationale, 1765), o tagañ ar Jezuisted - ha na c'heller kompren nemet er meizframm gall a neuze.
Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e Pariz, e Kastell an Tarv hag e Sant-Maloù hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'hañ (da vezañ kendalc'het)