Lugan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 70: Linenn 70:


==Luganoù all==
==Luganoù all==
Implijet e vez binvioù ar propaganda, hag al luganoù en o zouez, da levezoniñ emzalc'h an dud, ha dreist-holl evit ar yec'hed, pe enep ar [[mezventi|vezventi]], evel gant al lugan gallek-mañ:
Implijet e vez binvioù ar propaganda, hag al luganoù en o zouez, da levezoniñ emzalc'h an dud, ha dreist-holl evit ar yec'hed, pe enep ar [[mezventi|vezventi]], evel gant al luganioù-mañ:
*''Boire ou conduire, il faut choisir'' (Evañ pe bleniañ, ret eo dibab an eil pe egile)
*''Boire ou conduire, il faut choisir'' (Evañ pe bleniañ, ret eo dibab an eil pe egile)
*''An apple a day keeps the doctor away'' (Un aval bemdez a zalc'h ar medisin a-bell)

*''Drink a pint of milk a day'' (Evit ur pintad laezh bemdez)
*''An tamm hag al lomm / a zalc'h an den en e blom''


==Gerioù kar, a bell pe a dost==
==Gerioù kar, a bell pe a dost==

Stumm eus an 19 Ebr 2013 da 14:39

Ul lugan zo ur youc'h brezel, ha n'eo ket ur c'han. Graet e vez ar ger-se ivez, ha dreist pep tra, eus ar frazennoù a vez savet, pe goveliet, da lakaat e penn an dud, dezho da gompren ur wirionez ofisiel bennak, da grediñ enni, pe da zerc'hel soñj anezhi.

Implijet e vez al luganoù er politikerezh, er relijion hag er c'henwerzh, da gendrec'hiñ an dud. Ul lugan mat eta a zo ur seurt diskan berr, aes da gompren, da gounaat, ha da adlavarout. Tennañ a ra a-wechoù d'ur c'hrennlavar, pa c'hoari gant ar c'hlotennoù.


Gerdarzh

Dont a ra ar ger lugan war un dro eus ar ger saoznek "slogan", a deu eus ar ger gouezelek (eus Skos) sluagh-ghairm (distaget ['slʊə-x'erəm]), hag eus ar ger gouezelek-se, diwar veskañ kan ha garm.

Luganoù politikel

Luganoù breizhat

  • Bretagne colonie. Lugan UDB er bloavezhioù 1960-70.
  • Nous te ferons Bretagne, diwar ur varzhoneg gant Xavier Grall.
  • Ein Volk, ein Reich, eine Sprache ("Ur bobl, ur vro, ur yezh" ). Drevezadenn eus Ein Volk, ein Reich, ein Führer ("Ur bobl, ur vro, ur rener" ), lugan ar gostezenn nazi.

Luganoù brezhonek

Luganoù gall

Luganoù politikel e dilennadegoù SUA

Diaes e vez kavout politikerezh enne a-wechoù.

Luganoù politikel all

  • Better dead than red — lugan enepkomunour, a veze lakaet aes war an tu gin en Alamagn ar brezel yen: Better red than dead
  • Ein Volk, ein Reich, ein Führer ("Ur bobl, ur vro, ur rener" — Lugan ar gostezenn nazi. A zo bet adimplijet da zeskrivañ stad yezhoù Bro-C'hall Ein Volk, ein Reich, eine Sprache ("ur bobl, ur vro, ur yezh")
  • Arbeit macht frei. Lugan ouzh talbenn ar c'hampoù-bac'h nazi.
  • El pueblo unido jamas sera vencido. Unan eus luganoù brudetañ ar bed spagnolek. E brezhoneg: Ar bobl unanet, biken ne vo trec'het.
  • ETA Herria zurekin. ("ETA, ar bobl zo ganit"). Lugan en Euskadi war-dro 1980.
  • Hasta la victoria siempre. Unan eus luganoù Che Guevara.
  • Los Borbones a los tiburones (ar Vouboned d'ar rinkined). Lugan eneproueelour spagnol.
  • Tredan hag ar Soviedoù. Lugan Lenin, war an diwezhadoù.
  • Make love not war — enep brezel Viet Nam, ha pep brezel all.
  • One man, one vote (un den, ur vouezh), lugan implijet er SUA, e Norzhiwerzhon hag a nevesoc'h zo e Suafrika a-enep an Apartheid hag evit ingalded etre an dud wenn hag an dud du.

Luganoù relijiel

Evel luganoù e oa ar c'hatekiz desket dre an eñvor, e stumm goulennoù ha respontoù, evel ma vez desket ar C'horan e skolioù islamek Pakistan pe Londrez, pe ar varksouriezh e skolioù Kuba.

E Breizh e veze distreset ar c'hatekiz dre fent: -C'hwi zo kristen? -Ya peogwir n'on ket ur c'hi bihan. Ar respont mat a oa, evel-just, peogwir on bet badezet.

Desket e vez, hiriv c'hoazh, an taolennoù lieskementiñ er skolioù war don goulennoù ha respontoù ar c'hatekiz kozh.

Setu un nebeud luganoù relijiel:

  • Doue ha Breizh.
  • Meur eo Allah.
  • In God we trust.

Luganoù kenwerzhel

  • Coca-Cola refresca mejor. Luganoù Coca-Cola zo bet lakaet en holl yezhoù, ma c'haller krediñ ne eve ket an dud a-raok an ijinadenn-se.
  • Guinness is good for you.
  • Du pain, du vin, et du Boursin. Evit gwerzhañ fourmaj, met efedusoc'h e oa marteze evit gwerzhañ gwin.
  • More Doctors Smoke Camels than any other Cigarette (muioc'h a vedisined a vutun C... eget n'eus forzh pe tore sigaretennoù all).
  • Omo est là la saleté s'en va (Omo zo en ti, ha kuit al loustoni). Da werzhañ ur soavon da gannañ.

Peurvuiañ e vezont disoñjet pa baouezont da vorodiñ ar pennoù, met garanet int en empennoù, evel al luganoù all, ha seul yaouankoc'h an empenn seul donoc'h ar merk.

Luganoù all

Implijet e vez binvioù ar propaganda, hag al luganoù en o zouez, da levezoniñ emzalc'h an dud, ha dreist-holl evit ar yec'hed, pe enep ar vezventi, evel gant al luganioù-mañ:

  • Boire ou conduire, il faut choisir (Evañ pe bleniañ, ret eo dibab an eil pe egile)
  • An apple a day keeps the doctor away (Un aval bemdez a zalc'h ar medisin a-bell)
  • Drink a pint of milk a day (Evit ur pintad laezh bemdez)
  • An tamm hag al lomm / a zalc'h an den en e blom

Gerioù kar, a bell pe a dost


Liammoù diavaez