G8 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 17 Ebr 2013 da 18:48

Broioù ar G8 (e gwer)

Ar G8 (evit Group of eight, bodad an eizh) a zo ur bodad kendivizout ekonomikel ennañ eizh bro e-touez ar re greñvañ o ekonomiezh. Ennañ emañ: ar Stadoù-Unanet, Japan, Alamagn, Frañs, ar Rouantelezh-Unanet, Italia, Kanada ha Rusia. Bep bloaz e vez bodet prezidant pe pennoù gouarnamantoù ar broioù-se evit un emvod war-lein. En emvod-se e vez pedet ivez Prezidanted Kengor Europa ha Kuzul Europa. Da geñver an emvod war-lein-se e vez alies manifestadegoù gant an altermondialisted.

Savet eo bet e 1975, gant an anv G6 da gentañ, deuet da vezañ G7 pa oa bet pedet Kanada (1976), ha G8 gant Rusia (1998). N'emañ ket e-barzh ar broioù bras war ziorren, kreñv o ekonomiezh, evel Sina, Brazil, Mec'hiko hag Afrika ar Su, daoust ma vez kenlabour ganto.