Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q2977675 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos ar Braz (barzh [[Dirlemm]]) ha Fañch Elies ([[Abeozen]]).
E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos ar Braz (barzh [[Dirlemm]]) ha Fañch Elies ([[Abeozen]]).


E 1905 e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar brezel. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer [[Feiz ha Breiz]]. E 1924 ez eas da gelenn da [[Anjev]]. Douaret e voe e [[Kervaria-Sular]], bro e wreg.
E 1905 e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar brezel. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer [[Feiz ha Breiz]].
==Fin e vuhez==
E 1924 ez eas da gelenn da [[Anjev]]. Eno e varvas daou vloaz goude.
Douaret e voe e [[Kervaria-Sular]], bro e wreg.


==Oberennoù==
==Oberennoù==

Stumm eus an 6 Ebr 2013 da 14:54

Glaoda ar Prad, pe Klaoda ar Prad (skrivet "Klaoda 'r Prat" gantañ e-unan), a oa kelenner ha skrivagner brezhonek, ganet e Brest d'ar 25 a viz Genver 1875, ha marvet e Vern-d'Anjou d'an 13 a viz Ebrel 1926. Skrivañ a rae ivez gant meur a anv-pluenn : Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, ha marteze Klaod Koz. Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Desavet e voe eno, e Kerzadiou. Mont a reas da vevel da skol al Likez, da Gemper. Met lakaet e voe war ar studi, ha goude kaset da zeskiñ ar vicher skolaer.

E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos ar Braz (barzh Dirlemm) ha Fañch Elies (Abeozen).

E 1905 e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar brezel. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.

Fin e vuhez

E 1924 ez eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude. Douaret e voe e Kervaria-Sular, bro e wreg.

Oberennoù

Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù c'hoari, ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz.