Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 44 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q152004 (translate me)
Linenn 17: Linenn 17:
[[rummad:Istor Perou]]
[[rummad:Istor Perou]]
[[Rummad:Brezelioù an XIXvet kantved]]
[[Rummad:Brezelioù an XIXvet kantved]]

[[ar:حرب المحيط الهادئ]]
[[az:Sakit okeanı müharibəsi]]
[[be:Салетравая вайна]]
[[be-x-old:Салетравая вайна]]
[[bg:Втора тихоокеанска война]]
[[bn:প্রশান্ত মহাসাগরীয় যুদ্ধ]]
[[ca:Guerra del Pacífic (1879-1883)]]
[[cs:Druhá tichomořská válka]]
[[cv:1879-1883 çулсенчи Лăпкă океан вăрçи]]
[[da:Salpeterkrigen]]
[[de:Salpeterkrieg]]
[[el:Πόλεμος του Ειρηνικού]]
[[en:War of the Pacific]]
[[eo:Pacifika Milito]]
[[es:Guerra del Pacífico]]
[[fi:Tyynenmeren sota]]
[[fr:Guerre du Pacifique (1879-1884)]]
[[gl:Guerra do Pacífico (1879-1883)]]
[[he:מלחמת האוקיינוס השקט]]
[[hr:Pacifički rat]]
[[hy:Երկրորդ Խաղաղօվկիանոսյան պատերազմ]]
[[id:Perang di Pasifik]]
[[is:Kyrrahafsstríðið]]
[[it:Guerra del Pacifico (1879-1884)]]
[[ja:太平洋戦争 (1879年-1884年)]]
[[ka:წყნარი ოკეანის მეორე ომი]]
[[ko:태평양 전쟁 (남아메리카)]]
[[krc:Экинчи шошокеан къазауат]]
[[lt:Ramiojo vandenyno karas]]
[[nl:Salpeteroorlog]]
[[nn:Stillehavskrigen]]
[[no:Salpeterkrigen]]
[[pl:Wojna o Pacyfik]]
[[pt:Guerra do Pacífico (século XIX)]]
[[ro:Războiul Pacificului]]
[[ru:Вторая тихоокеанская война]]
[[sh:Pacifički rat]]
[[simple:Saltpeter war]]
[[sl:Solitrna vojna]]
[[sr:Пацифички рат]]
[[sv:Stillahavskrigen]]
[[tr:Pasifik Savaşı (1879-1884)]]
[[uk:Тихоокеанська війна]]
[[zh:硝石战争]]

Stumm eus an 5 Ebr 2013 da 17:55

Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel

Brezel ar Meurvor Habask (e spagnoleg Guerra del Pacífico) a darzhas e kornôg Suamerika adalek 1879 betek 1883. Chile a stourmas ouzh Bolivia ha Perou. Daoust da gevredadenn an teir bro er brezel a-enep Bro-Spagn e savas tabutoù buan diwar-benn proviñsoù puilh ar c'hailh enno e Peroù, proviñs Tarapaca, Tacna, hag Arica, ha proviñs bolivian Antofagasta. An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus gouelec'h Atacama.

Kregiñ a reas ar brezel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1879 pa oa kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas gant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn Perou-Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêrfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar 5 a viz Ebrel, goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.

Ar brezel eus an holen-moger-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel Gouelec'h Atacama, gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe emgann Topáter. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has Chile armeoù Bolivia ha Perou, sterniet fall. Faezhet e oa Bolivia penn-da-benn en emgann Tacna d'ar 26 a viz Mae 1880 ha rediet e oa da gilañ. Arme Perou a oa trec'het en emgann Arica d'ar 7 a viz Mezheven. Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh Lima gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur gerrilla renet gant dilerc'hioù arme Peroù ha siviled. Berzh a-walc'h a reas stourmadenn ar Breña da herzel ouzh Chile met ne cheñchas ket disoc'h ar brezel. Goude faezhidigezh Perou en emgann Huamachuco e sinas Chile ha Perou skrid-emglev Ancón d'an ugent a viz Here 1883. Bolivia a sinas un dreverzh gant Chile e 1884.

Chile a c'hounezas tammoù eus Perou (Tarapacá), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù Tacna hag Arica. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "emglev peoc'h ha mignoniezh" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het mouezhiadeg-pobl 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. Treuzvarc'had Tacna–Arica e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze.


Notennoù