Elesbed Aostria (1554-1592) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 18 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q164512 (translate me)
Linenn 62: Linenn 62:
[[Rummad:Marvioù 1592]]
[[Rummad:Marvioù 1592]]


[[bg:Елизабет Австрийска (1554-1592)]]
[[cs:Alžběta Habsburská (1554-1592)]]
[[de:Elisabeth von Österreich (1554–1592)]]
[[en:Elisabeth of Austria, Queen of France]]
[[es:Elisabeth de Austria]]
[[es:Elisabeth de Austria]]
[[fr:Élisabeth d'Autriche (1554-1592)]]
[[hu:Ausztriai Erzsébet francia királyné]]
[[it:Elisabetta d'Asburgo (1554-1592)]]
[[ja:エリザベート・ドートリッシュ]]
[[ko:오스트리아의 엘리자베트]]
[[la:Elisabetha Austriae (regina Franciae)]]
[[nl:Elisabeth van Oostenrijk (1554-1592)]]
[[pl:Elżbieta Habsburg (1554-1592)]]
[[pt:Isabel da Áustria (1554-1592)]]
[[ro:Elisabeta de Austria (1554-1592)]]
[[ru:Елизавета Австрийская (1554—1592)]]
[[sk:Alžbeta Habsburská (1554)]]
[[sv:Elisabeth av Österrike (1554–1592)]]
[[th:เอลิซาเบธแห่งออสเตรีย สมเด็จพระราชินีแห่งฝรั่งเศส]]

Stumm eus an 5 Ebr 2013 da 17:52

Elesbed Aostria, pried ar roue gall Charlez IX. Poltred gant François Clouet (1571).

Elesbed Aostria (1554–1592), ganet ha marvet e Vienna, a oa ur briñsez aostrian hag a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall goude dimeziñ d'ar roue gall Charlez IX.

Merc'h e oa d'an impalaer Masimilian II ha da Maria Spagn e bried.

He buhez

Ur veleganez koant-bras e oa, savet er relijion. E 1570, da 16 vloaz, e timezas d'ar roue gall Charlez IX en iliz Mézières. E 1571 e voe kurunennet e Sant-Denez ha degemeret war an ton bras goude e kêr Bariz. Goude-se ne voe ket anv anezhi nemeur. Meur a yezh a gomze, nemet galleg ne rae ket.

E 1572 he doe ur verc'h, Marie-Élisabeth (1572-1578), hogen mab ebet. E-keit-se e talc'he he fried da zremprediñ e serc'h Marie Touchet, hag ur mab en doe, Charles de Valois-Auvergne, dug Angoulême, en 1573).

Elesbed Aostria, en rouanez, ca. 1574.

Ne chomas nemet tri bloaz el lez c'hall. Karet e oa dre ma oa dous, koant, ha fur. Meur a yezh a gomze (alamaneg, spagnoleg, italianeg, latin) hogen galleg ne rae ket. Klañvidik e oa he gwaz, ha mervel a reas e 1574. Intañvez e oa Elesbed da 20 vloaz. Daou vloaz goude, e 1576, e tistroas Elesbed da Aostria, he bro c'henidik, hep he merc'h, a oa priñsez a Vro-C'hall, hag a varvas e 1578 da 6 vloaz.


En intañvez, gant Jakob de Monte, ca. 1580.

Ur gouent a ziazezas e Vienna, hag a zarempredas. Mervel a reas en 1592, da 37 bloaz, evel ur vaouez deol.

Goude he marv

Brantôme a skrivas : « lorsqu’elle mourut, [...] l’Impératrice [sa mère] [...] dit : El mejor de nosotros ha muerto. (Ar gwellañ ac'hanomp a zo marvet) ». Hervez Pierre de L'Estoile e oa fort aimée et regrettée des Français.


Lennegezh

Jean Antoine de Baïf en devoa dediet e Antigone dezhi e 1573, ma skrive:

O Reine, quand le ciel vous mena dans la France,
Comme un astre bénin répandant tout bonheur,
Paix vous accompagnait, et l'ancien honneur
Revint à la vertu par si bonne alliance.
Les Muses, qui gisaient sous l'obscure oubliance, (5)
Se montrèrent au jour, en nouvelle vigueur [...].