Giovanni di Cosimo Iañ de' Medici : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.2+) (Robot kemmet: it:Giovanni di Cosimo I de' Medici |
D Bot: Migrating 7 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q2633633 (translate me) |
||
Linenn 23: | Linenn 23: | ||
[[Rummad:Ganedigezhioù 1544]] |
[[Rummad:Ganedigezhioù 1544]] |
||
[[Rummad:Marvioù 1562]] |
[[Rummad:Marvioù 1562]] |
||
[[ca:Joan de Mèdici (cardenal)]] |
|||
[[en:Giovanni de' Medici (cardinal)]] |
|||
[[es:Juan de Médici (1543 - 1562)]] |
|||
[[fr:Jean de Médicis (1543-1562)]] |
|||
[[it:Giovanni di Cosimo I de' Medici]] |
|||
[[no:Giovanni de' Medici den yngre]] |
|||
[[zh:红衣主教乔凡尼·德·美第奇]] |
Stumm eus an 5 Ebr 2013 da 15:39
- Ur pennad Giovanni de' Medici zo ivez.
Giovanni di Cosimo I de' Medici (1544 – 1562), anavezet evel Giovanni de' Medici ar Yaouankañ, a oa ur c'hardinal italian eus an tiegezh Medici, eil mab Cosimo Iañ de' Medici, dug-meur Toscana, hag Eleonora di Toledo e bried. Desket e voe evit bezañ den a iliz, evel a zegouezhe en tiegezhioù galloudus, tra ma veze desket e vreur henañ Francesco war ar politikerezh hag arz ar brezel evit bezañ dug-meur war-lerc'h o zad.
Buan e savas gant skeul an enorioù: e 1560, pa oa 17 vloaz, e voe anvet da gardinal, gant ar pab Pius IV, ha lakaet da verañ arc'eskopti Pisa.
Mervel a eure e 1562, da 19 vloaz, pe gant an droug-skevent pe gant ar malaria, tapet en arvor, etre Pisa e Livorno, evel e vamm hag e vreur, a varvas an eil goudeegile, evel a oa c'hoarvezet ivez gant e c'hoar henañ Maria.
E vreur Ferdinando de' Medici a voe anvet da gardinal ivez eveltañ.
fu a sua volta nominato cardinale. E 1567 en doe Cosimo ur mab all digant e bried-kleiz Eleonora degli Albizi, ha hennezh ivez a voe anvet Giovanni: anavezet eo evel Don Giovanni de' Medici.
Poltredoù
Daou boltred anezhañ gant Agnolo Bronzino zo brudet : unan en-bugel, ur golvanig en e zorn, hag unan all un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h, gant e vamm , petra bennak ma c'hallfe ivez bezañ unan eus e vreudeur Francesco pe Garzia.