Devanāgarī : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot Ouzhpennet: lv:Dievanāgarī
D Robot Ouzhpennet: hu:Dévanágarí írás Tennet: lv:Dēvanāgarī
Linenn 225: Linenn 225:
[[gl:Devanāgarī]]
[[gl:Devanāgarī]]
[[hi:देवनागरी]]
[[hi:देवनागरी]]
[[hu:Dévanágarí írás]]
[[id:Aksara Devanagari]]
[[id:Aksara Devanagari]]
[[it:Devanagari]]
[[it:Devanagari]]
Linenn 232: Linenn 233:
[[ks:देवनागरी]]
[[ks:देवनागरी]]
[[lt:Devanagari raštas]]
[[lt:Devanagari raštas]]
[[lv:Dievanāgarī]]
[[lv:Dēvanāgarī]]
[[mr:देवनागरी]]
[[mr:देवनागरी]]
[[ne:देवनागरी]]
[[ne:देवनागरी]]

Stumm eus an 18 Ebr 2007 da 02:26



An devanāgarī (देवनागरी) 'zo anezhañ un doare-skrivañ implijet evit skrivañ meur a yezh eus Indez, da skwer ar sañskriteg, an hindeg hag ivez an nepaleg.

Melladoù kentañ disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den e hindeg oc'h implijout ar skritur devanagari

Dont a reas war wel an devanagari tro-dro 1000 goude Jezuz, diorroet diwar ar skritur siddhamek. Met ar skritur brahmek eo mammenn kazi holl skriturioù implijet e India, ar sañskriteg en o zouez.

Mont-en-dro an devanagari

Kentoc'h eget ul lizherenneg ez eo ar devanagari un abugida, da lâret eo e talvez pep lizherenn diazez d'ur gensonenn staget ouzh ur vogalenn diazez. Kemmet e vez ar vogalenn dre ouzhpennañ skrapoù ha pikoù a bep seurt a-us pe tro-dro d'al lizherenn diazez pe ivez evit lakaat ar vogalenn diazez da vezañ mut.

Stummoù diverret ispisial (lizherennoù kevrennek) ez eus ivez implijet pa vez skrivet ur gensonenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Skrivet e vez a gleiz da dehoù hep diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizhernnoù pennañ) ha lizherennoù bihan.

En holl ez eus 34 c'hensonenn (vyanjana) ha 12 vogalenn (svara).

Lizherennoù an devanagari

En daolenn-mañ e vez diskwelet stummoù stag ar vogalennoù gant al lizherenn diazez "p(a)". Ar vogalenn "a" eo vogalenn diazez pep lizherenn diazez e devanagari. Diswelet e vez ivez distagadur pep lizherenn hervez an doare ma vezont distaget e hindeg a-vremañ.

Vogalennoù
Lizherenn Sin ar vogalenn gant [p] Anv Distagadur (IPA)
(hini ebet) a ə
पा aa ɑ
पि i ɪ
पी ii i
पु u ʊ
पू uu u
पृ r vogalennek rɪ ([r ̩])
पॄ rr vogalennek rɪ ([rː̩])
पॢ l vogalennek ([l ̩])
पॣ ll vogalennek (lː̩])
पॅ candra e
पॆ e berr e
पे e e(ː)
पै ai ɛ ([ai])
पॉ candra o
पॊ o berr o
पो o o(ː)
पौ au ɔ ([au])
Sinoù all
Sin gant [p] Anv Function Distagadur (IPA)
प् virama halant; mutaat ar vogalenn [p]
पँ candrabindu Friadur [pə̃]
पं anusvara Friadur [pə̃]
पः visarga C'hwezhañ [pəh] / [pəə̥]
प़ nukta Evit sonioù o tonet eus ar perseg (d.s., ph + nukta = f)
पऽ avagraha Hiraat ar vogalenn [pə:]

Ar vogalenn "a" a zo e pep lizherenn diazez da heul ar gensonenn nemet ma vefe kemmet ar vogalenn dre implijout stummoù stag vogalennoù all pe c'hoazh pa vez mutaet ar vogalenn dre implijout ur sin ispisial anvet halant pe virama.

Kensonennoù
Lizherenn Anv Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
ka k k
kha kh kh
ga g g
gha gh gɦ
nga ŋ
ca c
cha ch h
ja j
jha jh ɦ
nya ñ ɲ
tta ʈ
ttha ṭh ʈh
dda ɖ / ɽ
ddha ḍh ɖɦ / ɽɦ
nna ɳ
ta t
tha th h
da d
dha dh ɦ
na n
pa p p
pha ph ph
ba b b
bha bh bɦ
ma m m
ya y j
ra r ɾ
la l l
lla ɭ
va v v
sha ś ɕ
ssa ʂ
sa s s
ha h h

Ne vez ket implijet al lizherenn e hindeg. Implijet e vez an holl lizherennoù e marateg (marathi).

Setu sifroù ar skritur devanagari:

Sifroù
0 1 2 3 4 5 6 7 8 9
Devanagari
Chandrabindu

Liammoù diavaez: