Breizh-Uhel : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →Yezh |
D Bot: Migrating 4 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q3088645 (translate me) |
||
Linenn 17: | Linenn 17: | ||
[[Rummad: Breizh-Uhel]] |
[[Rummad: Breizh-Uhel]] |
||
[[ca:Alta Bretanya]] |
|||
[[en:Upper Brittany]] |
|||
[[eu:Bretainia-Garaia]] |
|||
[[fr:Haute-Bretagne]] |
Stumm eus an 5 Ebr 2013 da 00:24
Breizh-Uhel eo an anv roet a gozh da reter Breizh. Graet e vez "Gorre-Breizh" anezhi ivez. Enebet e vez ouzh Breizh-Izel.
Yezh
Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez' e vije ar vro ma ne gomzer ket brezhoneg, e-skoaz Breizh-Izel e vije bro ar brezhoneg.
Da neuze e c'haller teurel evezh:
- ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann;
- heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù;
- ne oa ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.
Ouzhpenn-se
- ne rafe Breizh Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ, ken e rankfe bezañ erru Breizh-Uhel en Eusa a-benn bremañ.
Istor
E kanaouennoù zo ez eus kaoz eus mont da lec'h pe lec'h eus Breizh Uhel da zeskiñ galleg. E-touez ar muntroù tamallet da Gilles de Rais e-kerzh e brosez e oa hini ur c'hrennard a oa deuet eus Breizh-Izel d'ar Vourc'h-Nevez da zeskiñ galleg.