Zavier Langleiz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q3570829
Linenn 41: Linenn 41:
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Langlais, Xavier de]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh|Langlais, Xavier de]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Langlais, Xavier de]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek|Langlais, Xavier de]]

[[ca:Xavier de Langlais]]
[[en:Xavier de Langlais]]
[[fr:Xavier de Langlais]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 22:41

Ul livour e voe Zavier Langleiz da gentañ penn. Ur skrivagner brezhonek e voe ivez. Difenner ar feiz ha Breizh e voe war dachenn ar mennozhioù.

Buhez

Ganet eo Zavier Langleiz (Xavier de Langlais) e Sarzhav d’ar 27 a viz Ebrel 1906. Mab da Roje Langleiz ha da Varc’harig Huchet du Germeur eo. Da skol an arzoù-kaer e Naoned ez eas e-pad daou vloaz pa grogas da labourat gant «Unvaniez ar Seiz Breur» (1924). War un dro e studie gwenedeg o komz gant tud ar vro. E 1926-27 ez eas da Bariz da studiañ e skol an arzoù-kaer ha d'ar Sorbonne e-pad daou vloaz. E Pariz eo e teskas brezhoneg al levrioù hag e tarempredas gant Roparz Hemon. Hiviziken a vo anavezet Langleiz a zeuas da vezañ tresour-livour. Rener ar gevredigezh-se e voe betek 1953. Kelenner e voe e skol an arzoù-kaer e Roazhon adalek 1948 hag ec'h aozas neuze livadurioù pe boltredoù hag ivez traoù brav-meurbet e pri-poazh. E 1931 e timezas Langleiz gant Annaig Du Chatelier e Kohanno. E 1962, e voe priziet gant priz New York evit ul livadur. Mervel a reas e Roazhon d'ar 14 a viz Mezheven 1975.

Mennozhioù

Ur Breizhad kristen e oa Langleiz, tost a-walc'h e-keñver mennozhioù ouzh an Emsav kentañ, hini "Feiz ha Breiz". An div vammenn-se o deus awenet e arz,e daolennoù koulz hag e skridoù, en defe dizoloet pe donaet an anaoudegezh anezho pa oa e Kanbo, o welout e oa eno ur yezh ha na oa ket galleg hag oc'h ober anaoudegezh gant ur beleg okitan, an Ao. Tarrazé a vo bras e levezon warnañ.

A-du e oa evit unvaniñ ar brezhoneg. Sinet en deus e 1941, gant meur a skrivagner all, evit an doare-skrivañ brezhoneg peurunvan (evel hini ar skolioù dre-vras). Bep bloaz e vez roet priz lennegel, «Priz Langleiz» d'ul levr e brezhoneg. E-touez ar re zo aet ar maout ganto e c'heller menegiñ Yann Gerven e 1986, evit e romant-polis « Brestiz o vreskenn ».

Pal an arzour eo klask tizhout ar vraventez, ar gened, tec'hout diouzh ar vilder, pe enebiñ en eil ouzh eben. Ar rebech bet graet dezhañ a-wechoù eo bezañ bet taolennet re vrav ar re vat (e varzhonegoù, «sukr roz» gouez da lod) ha re deñval ar re fall, pa n'eo ket ken eeun an traoù. Kinklañ a reas bolzioù ha mogerioù un nebeud ilizoù.

Oberennoù

Levrioù

  • Kanoù en noz, embannet e 1932 gant Gwalarn hag adembannet e 1943 gant Skridoù Breizh.
  • An diou zremm, embannet e 1933 gant Gwalarn hag adembannet e 1944 gant C'hoariva Breizh.
  • Ene al linennoù, embannet e 1942 gant Skridoù Breizh.
  • Enez ar rod, embannet e 1949 gant Balb. Troet eo bet ivez e galleg gant an oberour e-unan: L'Ile sous cloche embannet e 1946 gant Les Portes du Large hag adembannet e 1965 gant Denoel hag e 2007 gant Mouladurioù Hor Yezh.
  • Tristan hag Izold, embannet e 1958 gant Al Liamm (troet diwar ar galleg).
  • Romant ar roue Arzhur, embannet e 1975 gant Al Liamm (troet diwar ar galleg).
  • La technique de la peinture à l'huile (Van Eyck), embannet e 1959 gant Flammarion hag adembannet e 1973 gant un ouzhpennadur : Supplément sur la peinture acrylique. Troidigezh e japaneg gant Mitsuhiko Kuoré, embannet gant Bijtusu Shuppau Sha (Tokyo).

Kenlabour

  • Al livouriezh relijiel e Breizh en amzer dremenet
  • Er houfr
  • Er uir iaouankiz
  • Diskouezadeg veur
  • Koroll ar maro hag ar vuhez
  • Mision Folklorik

Pennadoù kazetennerezh

Pennadoù kazetennerezh a zeuas dindan e bluenn ivez, er pemdezieg La Bretagne etre 1941 ha 1944. Dindan dalbenn « Ar seizh avel » (ur pennad e brezhoneg pemdeziek) e teuas er-maez, gantañ peurvuiañ, met gant skrivagnerien all evel : Abeozen, Ar Berr, Aodig, Arzel Even, Erwan Tranvouez, Loeiz Herrieu, an Aotrou Yann-Vari Perrot,...).

Liammoù diavaez