Walter Deverell : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Bot: Migrating 7 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1495722 |
||
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
[[Rummad:Livourien saoz]] |
[[Rummad:Livourien saoz]] |
||
[[Rummad:Rakrafaelouriezh]] |
[[Rummad:Rakrafaelouriezh]] |
||
[[en:Walter Deverell]] |
|||
[[fr:Walter Deverell]] |
|||
[[it:Walter Howell Deverell]] |
|||
[[nl:Walter Deverell]] |
|||
[[no:Walter Howell Deverell]] |
|||
[[pl:Walter Deverell]] |
|||
[[ru:Деверелл, Уолтер Хоуэлл]] |
Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 22:24
Walter Howell Deverell (1añ a viz Here 1827 e Charlottesville, Virginia – 2 a viz C'hwevrer 1854 e Londrez) a oa un arzour breizhveuriat bet ganet er Stadoù-Unanet, hag a gemeras perzh el luskad rakrafaelour.
Ganet e voe Deverell e Charlottesville e Virginia, ha pa oa daou vloaz e tistroas e familh d'ar Rouantelezh-Unanet. Er Royal Academy e studias, hag eno e kejas gant Dante Gabriel Rossetti. Er memes stal-baour e labourjont e 1851. Ar Vreuriezh rakrafaelour a oa bet savet e 1848, ha dindan levezon Rossetti e krogas Deverell da livañ taolennoù rakrafaelour, en ur virout memes tra levezonioù klaseloc'h evel hini Charles Robert Leslie. Gant Deverell e voe dizoloet Elizabeth Siddal, ar plac'h a voe patrom pennañ ha kentañ ar rakrafaelourien. Pa'z eas kuit James Collinson eus ar Vreuriezh e kinnigas Rossetti ma vefe kemeret e plas gant Deverell, met biskoazh ne voe kemeret an diviz.
N'en doe ket amzer Deverell da sevel kalz oberennoù : pevar livadur a ziskouezas er Royal Academy a-raok mervel d'an oad a 27 vloaz abalamour da gleñved Bright.