Yacef Saadi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot : O kemmañ de:Saadi Yacef e de:Yacef Saadi
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q168663 (translate me)
Linenn 9: Linenn 9:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1928]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1928]]


[[ar:ياسف سعدي]]
[[de:Yacef Saadi]]
[[de:Yacef Saadi]]
[[en:Saadi Yacef]]
[[fr:Yacef Saâdi]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 22:23

Yacef Saadi (en arabeg: ياسف سعدي)a oa bet ganet d'an 20 a viz Genver 1928) hag unan eus pennoù TDB eo bet e-pad Brezel Aljeria. Senedour eo c'hoazh.

En Aljer eo bet ganet. Darbarer e ti ur c'higer e oa. E 1945 ez ezelas ouzh Strollad Pobl Aljeria, anezhañ ur strollad broadelour berzet gant ar C'hallaoueded, ha neuze e voe savet Luskad evit Trec'h ar Frankizoù Demokratel (LTFD). Etre 1947 ha 1949 e voe Yacef e skourr lu an LFTD.

Yacef a yeas gant TDB adalek deroù brezel Aljeria e 1954. E miz Mae 1956 e oa e penn skourr Aljer, ha neuze e voe unan eus pennoù Emgann Aljer. Paket e voe gant al lu gall d'ar 24 a viz Gwengolo 1957. Ar Jeneral Paul Aussaresses a lavaras neuze en doa lavaret (goude gwanañ) d'al lu pelec'h e oa kuzhet e geneil Ali La Pointe. Pa'z eas Charles de Gaulle da benn Frañs e 1958 e voe didamallet.

En ur chom en toull-bac'h e skrivas e eñvorennoù diwar-benn ar brezel (embannet e voent e 1962 : Souvenirs de la Bataille d'Alger). Goude ar brezel e produas film Gillo Pontecorvo ''The Battle of Algiers (1966), diazezet fiwar e eñvorennoù hag e c'hoarias e dudenn e-unan.