Bécassine : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q1019385 (translate me)
Linenn 99: Linenn 99:
[[Rummad:Heuliad bannoù-treset]]
[[Rummad:Heuliad bannoù-treset]]
[[Rummad:Bannoù-treset Bro-C'hall]]
[[Rummad:Bannoù-treset Bro-C'hall]]

[[de:Bécassine]]
[[en:Bécassine]]
[[fr:Bécassine (bande dessinée)]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 17:41

Restr:2834829900 1.jpg
La Semaine de Suzette

Bécassine (gioc'h e brezhoneg) zo anv ur rummad bannoù-treset ha hini o harozez a oa bet treset evit ar wezh kentañ e penn-kentañ an XXvet kantved (d'an 2 a viz C'hwevrer 1905 er gelaouenn La Semaine de Suzette) gant Joseph Pinchon. Sellet e vez ouzh Becassine, pe Annaig Labornez, evel ar c'hentañ pennden gwregel en istor ar bandennoù-treset[1].

Ur vatezh eus Breizh eo Bécassine. Treset e vez peurliesañ gant dilhad a zrevez dilhad hengounel Breizh gant ur c'hoef ha botoù-koad. Dont a ra eus Penn-ar-Bed, war a lenner, al lodenn eus ar vro a oa ar muiañ stag ouzh sevenadur Breizh e spered an treser. Koulskoude an dilhad zo dindani a laka kentoc'h da soñjal e dilhad hengounel Pikardia. Peurvuiañ e vez treset hep genoù.

Sellet e veze outi evel patrom ar plac'h deuet eus ar broviñs hag ar vatezh gant tiegezhioù en o aez Pariz, a veze prenet gante ar gelaouenn evit ar merc'hed yaouank La Semaine de Suzette. Gwelet eo evel ar skouer eus hag an nemorant eus ar fae a raed war ar Vretoned e kêr-benn Bro-C'hall e-pad pell. A-vuzul ma tremene an amzer, ha da-heul ar berzh a rae, e oa taolennet en un doare gwelloc'h. "Bécassine" zo ul lesanv. Skeudenn ar sotoni eo ar gioc'h e galleg, evel al leue pe ar garz e brezhoneg. An anv-tiegezh lakaet dezhi a seblant pouezañ da ziskouez mat eo berr he spered.


Ur vatezh

Ur plac'h yaouank eus kichen Kemper eo, aet da Bariz da glask labour, ha matezh e ti tud pinvidik eus Pariz, evel miliadoù a verc'hed eus Breizh betek ar bloavezhioù 1960. Ganet eo bet, sañset, e Clocher-les-Bécasses (« Kloc'hdi-ar-C'hefeleged »). Evel ur plac'h diwar ar maez, ganet e fin ar sizhun sañset, he devez poan o kompren buhez ar gêr vras. Lakaet eo bet d'ober war-dro merc'h he mistri, anvet Loulotte.

Peurvuiañ e vez treset hep genoù. Abalamour ma ne gomz ket galleg met brezhoneg marteze. Gallout a reer gwelet eno arouez ar vitizhien digomprenus o yezh a zeue eus Breizh.

Istor

Savet da gentañ da leuniañ pajennoù gwenn, an istor, skrivet gant Jacqueline Rivière ha treset gant Joseph Pinchon, a reas kement a verzh ma oa embannet pajennoù nevez en un doare reoliek, atav e stumm tresadennoù da leuniañ pajennoù gwenn.

Ne oa nemet e 1913 e teuas Bécassine da vezañ pennden istorioù muioc'h frammet. Treset atav gant Pinchon e oa skrivet an istorioù hiviziken gant Caumery (lesanv Maurice Languereau), unan eus kevelerien Gautier-Languereau, embanner La Semaine de Suzette. D'ar mare-se e oa diskuliet anv "gwirion" an harozez, Annaig Labornez, ha displeget e oa e teue he lesanv eus he c'hêriadenn c'henidik anvet Clocher-les-Bécasses.

Etre 1913 ha 1950 e oa embannet 27 levrenn eus avanturioù Bécassine. Pinchon a dresas 25 anezhe, hag Edouard Zier an div all. A-hervez e vije bet savet ar 27 gant "Caumery", met goude marv Languereau e 1941 e oa implijet al lesanv gant reoù all.

Goude marv Pinchon, e 1953, e kendalc'has an heuliad gant arzourien all, gant Jean Trubert peurgetket a grogas d'ober war-dro hec'h avanturioù e 1959.

Gant he c'hrouidigezh tri bloaz a-raok Les Pieds Nickelés, Bécassine a vez sellet outi evel ganedigezh ar bannoù-treset a-vremañ, bannoù-treset Belgia ha Bro-Chall. Merkañ a ra ar mare ma tremener eus an istorioù skeudennaouet d'ar bannoù-treset gwirion[1]. Awenañ a reas e stumm tresadennoù, gant linennoù bev, modern, ha rontet, ar stumm "linenn sklaer" implijet gant Hergé 25 vloaz diwezhatoc'h en Avanturioù Tintin.

Er c'hentañ kantved warn-ugent

E 2005 e oa bet embannet timbroù gant ar postoù gall o lidañ krouidigezh Bécassine. Kavet e vez levrioù Bécassine ha pompinelloù diouzh he skeudenn er stalioù da brofañ d'ar vugale. Gant ar c'hemm kevredigezhel c'hoarvezet e Breizh ne vez ket santet an dismegañs-se ken kreñv evel ma oa bet mennet da vezañ betek-henn.

Dre fent moarvat eo e vez graet gant Françoise Morvan an anv Loulotte, mestrez yaouank Bécassine, eus he merc'h en he levr Le Monde comme si.

Levrlennadur

  • Béra, Michel; Denni, Michel; and Mellot, Philippe (2002): "Trésors de la Bande Dessinée 2003-2004". Paris, Les éditions de l'amateur. ISBN 2-85917-357-9

Roll an albomoù

  • 1. L'Enfance de Bécassine (1913)
  • 2. Bécassine en apprentissage (1919)
  • 3. Bécassine pendant la Guerre (1916) - adembannet Bécassine pendant la Grande Guerre
  • 4. Bécassine chez les Alliés (1917)
  • 5. Bécassine mobilisée (1918)
  • 6. Bécassine chez les Turcs (1919)
  • 7. Les Cent Métiers de Bécassine (1920)
  • 8. Bécassine voyage (1921)
  • 9. Bécassine nourrice (1922)
  • 10. Bécassine alpiniste (1923)
  • 11. Les Bonnes Idées de Bécassine (1924)
  • 12. Bécassine au Pays Basque (1925)
  • 13. Bécassine, son oncle et leurs amis (1926)
  • 14. L'automobile de Bécassine (1927)
  • 15. Bécassine au pensionnat (1928)
  • 16. Bécassine en aéroplane (1930)
  • 17. Bécassine fait du scoutisme (1931)
  • 18. Bécassine aux bains de mer (1932)
  • 19. Bécassine dans la neige (1933)
  • 20. Bécassine prend des pensionnaires (1934)
  • 21. Bécassine à Clocher-les-Bécasses (1935)
  • 22. Bécassine en croisière (1936)
  • 23. Bécassine cherche un emploi (1937)
  • 24. Les mésaventures de Bécassine (1938)
  • 25. Bécassine en roulotte (1939)
  • 26. Les Petits Ennuis de Bécassine (2005)
  • 27. Bécassine au studio (1992)


Albomoù n'eo ket anavezet deiziad o embann :

  • Bécassine aux Amériques
  • Bécassine et la petite Loulotte
  • Bécassine maîtresse d'école
  • La Franchise de Bécassine
  • Le Noël de Bécassine
  • Les Aventures de Bécassine (a-raok 1913)
  • Les Exploits de Bécassine
  • Les Animaux de Bécassine
  • Les Chansons de Bécassine
  • Les Plaisirs de Bécassine
  • Les Premiers Pas de Bécassine
  • Les Promenades de Bécassine
  • Les Quatre Saisons de Bécassine
  • Les Rencontres de Bécassine
  • Les Souvenirs de Bécassine (goude 1953)
  • Les Talents de Bécassine (goude 1953)
  • Sacrée Bécassine !
  • Les Trouvailles de Bécassine
  • Quelle star, cette Bécassine !
  • Plus vite, Bécassine !
  • Pas de panique, Bécassine ! (goude 1953)
  • Pas de chance, Bécassine !
  • Marie Quillouch et Bécassine
  • Loulotte et Bécassine
  • Les Vacances de Bécassine

Notennoù

  1. 1,0 ha1,1 Bécassine a cent ans in Le Nouvel Observateur, February 2, 2005