Raymond Delaporte : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liammoù
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q3420796
Linenn 40: Linenn 40:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1907]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1907]]
[[Rummad:Marvioù 1990]]
[[Rummad:Marvioù 1990]]

[[fr:Raymond Delaporte]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 16:47

Remont ar Porzh
Anv ofisiel Raymond Delaporte
Obererezh Geriadurour
Ganedigezh e 1907
e Kastell-Nevez-ar-Faou, e Breizh Breizh
Marv e 1990
e Kastell-Nevez-ar-Faou, e Breizh Breizh
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg, Saozneg


Raymond Delaporte (Kastell-Nevez-ar-Faou, 13 a viz Gwengolo 1907 - 7 a viz Du 1990) a oa ur broadelour breizhat katolik hag ur geriadurour. Remont ar Porzh e oa e anv brezhonek.

Buhez

Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, Herve Delaporte hag Yves Delaporte, anavezet o-daou ivez, en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur Angers d'ober e studi war ar Gwir. Da ugent vloaz e lakaas e anv e Strollad Emrenerien Vreiz. E 1932 e savas Breuriez ar Brezoneg er Skol, asambles gant tud evel Yeun ar Gow, evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh 1938 e voe anvet da rener ar strollad Bleun Brug. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu 1940, pa voe galvet da gemer penn Strollad Broadel Breiz e-lec'h Olier Mordrel. Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da Iwerzhon. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv a-enep ar varnadenn-se. Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur Korkig da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol Per Denez, Brezhoneg buan hag aes, ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.

Oberennoù

  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English Dictionary. Cork University Pesss, 1979. Advoulet e 1986 ha 1992.
  • Raymond Delaporte, Elementary English- Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English and English-Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1995. An div levrenn unanet en ul levr.
  • Remon ar Porzh, Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù, 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993