Loeiz ar Chalotez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: sv:Louis-René de Caradeuc de La Chalotais
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 4 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q562426 (translate me)
Linenn 37: Linenn 37:
[[Rummad:Istor Breizh en XVIIIvet kantved]]
[[Rummad:Istor Breizh en XVIIIvet kantved]]


[[de:Louis-René de Caradeuc de La Chalotais]]
[[en:Louis-René de Caradeuc de La Chalotais]]
[[fr:Louis-René Caradeuc de La Chalotais]]
[[ru:Карадёк де Лашалотэ, Луи-Рене]]
[[sv:Louis-René de Caradeuc de La Chalotais]]
[[sv:Louis-René de Caradeuc de La Chalotais]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 14:29

Louis-René de Caradeuc de la Chalotais zo anavezet e brezhoneg evel Loeiz ar Chalotez

Louis-René de Caradeuc de la Chalotais (pe Loeiz ar Chalotez e brezhoneg), ganet e Roazhon d'ar 6 a viz Meurzh 1701 ha marvet eno ivez d'an 12 a viz Gouere 1785, a oa un den a lezenn a oa prokulor e Breujoù Breizh. Kemer a reas penn an eneberezh da benngomandant Breizh, an dug d'Aiguillon. P'en devoa nac'het plegañ dirak ar Roue e oa bet toullbac'het hag abalamour da se eo gwelet gant lod evel ar c'hentañ emsaver politikel brezhon.

E diegezh

Diaes eo lavarout eo bet ar Chalotez ur brogarour pa oa e bennobererezh stourm evit ma chomje bev "dreist-wirioù" e ensavadur a-eneb ar "galloud kreiz". Pennpatrom an "nagennour lealour", - evit implijout ur c'herienn ijinet gant Iwan an Diberder e deroù ar XIXvet kantved - eo bet marteze. Biskoazh n'en deus ar Chalotez burutellet reizhwiriegezh ar "galloud kreiz"-se nag arvaret diwar e benn ; war un dro e oa anezhañ un ezel eus an intelligentsia c'hall a neuze, mirelour ha "filozof" war un dro (re aes e tisoñjer ne oa ket Voltaire un dispac'her : un adreizhour, ur c'hempennour ne oa ken), savet gantañ levrioù - unan anezho diwar-benn an desavadurezh (Essai de l'Éducation nationale, 1765), o tagañ ar Jezuisted - ha na c'heller kompren nemet er meizframm gall a neuze.

Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e Pariz, e Kastell an Tarv hag e Sant-Maloù hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'hañ (da vezan kendalc'het)