Kaourintin (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 8 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2381253
Linenn 23: Linenn 23:
[[Rummad:Sent katolik]]
[[Rummad:Sent katolik]]
[[Rummad:Sent Breizh|Kaourintin]]
[[Rummad:Sent Breizh|Kaourintin]]

[[cy:Kaourintin]]
[[en:Corentin of Quimper]]
[[eo:Sankta Korentino]]
[[es:Corentino de Quimper]]
[[fr:Corentin de Quimper]]
[[it:Corentino di Quimper]]
[[nl:Corentinus]]
[[ru:Корентин из Кемпера]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 03:06

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sant Kaourintin

Unan eus ar seizh sant diazezer eo Sant Kaourintin (Corentin e galleg). hervez an hengoun, e oa kentañ eskob Kemper er VIvet kantved.

Ar richenn

Ganet e oa bet sant Kaourintin e Bro-Gerne, unan eus broioù Breizh. En em dennañ a reas e-pad meur a vloavezh da ren eur vuhez a benitiour (pe ermit) e koad ar Porzhe e-harz Menez-C'homm. Deuet e oa ar roue Kerne, Grallon, evit goulenn d'ar sant hag-eñ e felle dezhañ mont da eskob Kemper.
Gwelet a reas ar roue penaos e tenne Kaourintin e voued diwar ur burzhud pemdeziek: ur peskig a oa o vevañ en ur feunteun nes d'ar peniti ha bemdez e kemere diouti ar penitiour al loenig evit troc'hañ un darn gig a oa e damm boued evit an deiz. Met, goude bezañ bet adlakaet en dour e teue ar c'hig war gein ar peskig en-dro. Kaourintin a zeuas da vezañ kentañ eskob Kemper, met rannañ a reas e vuhez etre e labour a eskob hag e vuhez a lean a zalc'has atav.
Skuizh gant ar garg e klaskas kinnig anezhañ da sant Ronan, e amezeg, met ur wiadenn-gevnid vurzhudus a viras ouzh Kaourintin a zigeriñ dor peniti sant Ronan. Marteze e varvas war-dro 530. Gourdisten, abad Landevenneg, a savas e veuleudi war-dro 800.

E relegoù, strewet e meur a vro (e Marmoûtier; en Abington, Waltham ha Glastonbury e Breizh-Veur) pa sailhas an Normaned e Breizh, a zo bet, darn anezho, rentet da Iliz-Veur Kemper, el lec'h ma vezont enoret.

Gouel ha lec'hioù dediet

Lidet e vez e meur a lec'h evel chapel Leskobed e-barzh Ploudiern (hag e weler o vont di ar feunteun vurzhudus), Enez Sun ha Kerne-Veur. Roet en deus e anv da iliz-veur Kemper. E Kernev-Uhel ez eus anv anezhan er Vourc'h-Kozh (Kintin) ha Sant-Konan. Ur chapel a zo war e anv e Skrignag, e Toull-ar-Groaz bet adsavet gant Yann-Vari Perrot, hag eñ person ar barrez, a voe lazhet e 1943 en ur zistreiñ war droad eus ar pardon.

Stummoù ha deveradurioù

Kaourantin, Kaourant, Kaour(ig), Tin(ig), Kaourintina, Kaourantina, Kaoura, Tina(ig). Ar stumm henvrezhonek a zo cobrant. N'eo ket sklaer ar ster. Pe eo ar ster nes d'an heniwerzhoneg cobair = sikour pe nes d'ar ger keureug a dalvez evit eog-red.

An testennoù