Ifan ab Owen Edwards : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q3399427
Linenn 15: Linenn 15:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1895]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1895]]
[[Rummad:Marvioù 1970]]
[[Rummad:Marvioù 1970]]

[[ca:Ifan ab Owen Edwards]]
[[cy:Ifan ab Owen Edwards]]
[[en:Ifan ab Owen Edwards]]

Stumm eus an 4 Ebr 2013 da 00:50

Ifan ab Owen Edwards (18951970) a oa ur C'hembread, mab da Owen Morgan Edwards, ganet e Llanuwchllyn, e Sir Feirionnydd. Anavezet eo dre m'en doa savet Urdd Gobaith Cymru, un aozadur kembraek evit ar yaouankiz er bloavezh 1922.

E penn ar gelaouenn gembraek Cymru'r Plant ("Kembre ar vugale") e voe etre 1920 ha 1950 ha gantañ e voe savet ar c'hamp vakañsoù kembraek kentañ e 1928 e Llanuwchllyn. Gantañ ivez e voe savet ar skol gembraek kentañ en Aberystwyth e 1939. Bez' eo unan eus ar re a savas ar film kembraek kentañ, Y Chwarelwr. Bez' e voe rener ar gompagnunezh skinwel Television Wales and the West ha sikour a roas da sevel abadennoù skinwel e kembraeg.

E vab, Owen Edwards, a zeuas da vezañ merour kentañ ar chadenn skinwel gembraek S4C.

Levrlennadur

  • Norah Isaac, Ifan ab Owen Edwards (Caerdydd, 1972).

Liammoù diavaez