Bernez Tangi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q249330
Linenn 48: Linenn 48:
[[Rummad:Kanerien vrezhonek]]
[[Rummad:Kanerien vrezhonek]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1949]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1949]]

[[fr:Bernez Tangi]]
[[ga:Bernez Tangí]]
[[it:Bernez Tangi]]

Stumm eus an 3 Ebr 2013 da 05:25

Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h

Bernez Tangi, pe Bernard Tanguy war varilh an ti-kêr, zo ganet e 1949. Ur barzh, kaner ha livour brezhonek eo.

Bez' e voe unan eus krouerien ar strollad rock brezhonek kentañ, Storlok er bloavezhioù 1970. Ganet eo d'ar Sul 11 a viz Mezheven 1949 e Karanteg. Komz a ra brezhoneg abaoe ma 'z eo bihan-bihanik.

Prizioù

Nac'het en deus Bernez Tangi priz Du-mañ Du-se roet gant France 3 Ouest dezhañ abalamour d'e zastumad barzhonegoù Rod an Avelioù en 2001, rak c'hoant en devoa bet da sevel e vouezh da ziskuliañ an nebeud a blas hag a don a vez roet d'ar brezhoneg er media Stad. E 1986 ez eo deuet gantañ ar priz Imram hag a vez roet bep bloaz d'ur skrivagner brezhonek.

Oberennoù

  • Fulennoù an tantad hag a zo bet embannet gant Skrid, 1987. Un dastumad
  • Rod an Avelioù, Lezneven : Hor Yezh (2001)
  • Chien de feu, Tarv Ruz, 2005. Un dibab eus e varzhonegoù troet e galleg. Ul levr hag ur bladenn arc'hant a zo, gantañ o tibuniñ e varzhonegoù e brezhoneg.
  • Ar Saouzanenn, barzhonegoù, 2010, Skrid. Priz Langleiz 2011.

Pladennoù

  • Meur a ganaouenn savet gantañ er bladenn Storlok e 1972.
  • Kest al lec'h (kasedig), (1990) e gasedig kentañ.
  • Eured an diaoul, An Naer Produksion, (2002). Setu ar c'hanaouennoù e c'heller kavout war ar bladenn-mañ :
    • 1 Emgann Kergidu - 3'37
    • 2 Diwall ! Ospital ! - 3'12
    • 3 Gwerzh ar vañsonerien - 6'09
    • 4 Gavotenn ar c'hoarierien biz-meud - 6'06
    • 5 Gwennili - 3'48
    • 6 Nedeleg war Portobello Road - 6'18
    • 7 Gwerz an naon du - 6'23
    • 8 Eured an Diaoul - 5'10
    • 9 Kilhet - 6'57
    • 10 Ba'r meskach - 6'13
    • 11 Patrom sillabus – 7'36* Fulennoù an tantad, Skrid (1987)


  • Lapous an tan, Ebrel 2009 [Tarv Ruz - CD TR 02].

Liammoù diavaez