Enepyuzevegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: fy:Antisemitisme (strong connection between (2) br:Enepyuzevegezh and fy:Antysemitisme)
Linenn 36: Linenn 36:
[[fi:Antisemitismi]]
[[fi:Antisemitismi]]
[[fr:Antisémitisme]]
[[fr:Antisémitisme]]
[[fy:Antisemitisme]]
[[gl:Antisemitismo]]
[[gl:Antisemitismo]]
[[he:אנטישמיות]]
[[he:אנטישמיות]]

Stumm eus an 2 Ebr 2013 da 18:16

Tresadenn enepyuzev embannet e Bro-C'hall e 1898.

An enepyuzevegezh eo an anv roet d'an enebiezh pe d'ar gasoni ouzh ar Yuzevien, evel relijion, pobl, pe gouenn.

En em ziskouez a ra an enepyuzevegezh e komzoù ha skridoù hiniennoù zo, en heskinerezh a-wechoù, a-berzh yoc'hoù, strolladoù, pe gouarnamantoù zo.

En istor ez eus bet, ouzhpenn progromoù e broioù zo, darvoudoù c'hoarvezet eus an enepyuzevegezh, evel embann argasidigezh Yuzevien Bro-Saoz e 1290, an Enklaskerezh Spagnol ha harluidigezh Yuzevien Spagn e 1492.

Bez' ez eus bet ivez, dre Europa a-bezh, un darvoud meur c'hoarvezet da vare an eil brezel-bed, hag a vez graet al Loskaberzh, pe ar Shoah anezhañ, hag a veze graet an Diskoulm diwezhañ anezhañ gant Adolf Hitler hag e vignoned, pa gave dezho e ranked diskoulmañ « ar gudenn yuzev » en Europa. Neuze e voe lazhet ur 6 milion a dud a oa bet lakaet da Yuzevien, da lavarout eo an 3/4 (tri c'hard) eus Yuzevien al lodenn aloubet gant armeoù ar Reich, an 2/3 (div drederenn) eus Yuzevien Europa a-bezh, hag ouzhpenn un drederenn eus Yuzevien ar Bed a-bezh.

Skritell un danvez kannad enepyuzev e Bro-C'hall e 1898.