Askorn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Rolloù an eskern: bet difaziaet ul liamm
D →‎Rolloù an eskern: liamm ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:
* stokañ danvezennoù meinel, dreist-holl [[kalkiom]] ha [[fosfor]]
* stokañ danvezennoù meinel, dreist-holl [[kalkiom]] ha [[fosfor]]
* stokañ [[faktor kreskiñ|faktorioù kreskiñ]]
* stokañ [[faktor kreskiñ|faktorioù kreskiñ]]
* stokañ druzoni
* stokañ [[druzoni]]
* kempouez trenkenn-bazenn
* kempouez trenkenn-bazenn
* digontammiñ
* digontammiñ

Stumm eus an 18 Meu 2013 da 15:15

Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù dre ar stirennoù, ar flugez hag an empenn (hemañ enklozet e boest ar c'hlopenn).

Studi an eskern eo an askornouriezh.

Eskern an dorn

Rolloù an eskern

Liesseurt eo rolloù an eskern :

Danvez

Gant raz eo graet an eskern evit reiñ o c'haleter hag o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeut anezho evel eskern an treid pa ya an den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern e-lec'h ma emañ mel an eskern.



Troiennoù

  • Gortoz an askorn (gortoz ma vo marv un den evit kaout e hêrezh, da skouer)
  • Ober bleud gant eskern un den bennak (kalkennata pe gunujenniñ)
  • Sac'h(ad)-eskern (dre skeudennadur evit an Den)
  • Treut-eskern : bezañ treut evel ur c'havr

Sterioù all

Pep a elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet askorn eus outañ : askorn kerez (kalonenn gerez) hag memestra evit ar frouezh all kalonennoù enno.