Askorn : diforc'h etre ar stummoù
bet ouzhpennet ul liamm hag ur rummad |
→Rolloù an eskern: bet difaziaet ul liamm |
||
Linenn 9: | Linenn 9: | ||
* gwareziñ : gwareziñ a reont an [[organ]]où er c'horf, evel ar c'hlopenn a warez an empenn, pe ar [[kostezenn|c'hostezennoù]] a warez ar [[kalon|galon]] hag ar [[skevent]]. |
* gwareziñ : gwareziñ a reont an [[organ]]où er c'horf, evel ar c'hlopenn a warez an empenn, pe ar [[kostezenn|c'hostezennoù]] a warez ar [[kalon|galon]] hag ar [[skevent]]. |
||
* frammañ : gante e chom ar c'horf en e dalc'h. |
* frammañ : gante e chom ar c'horf en e dalc'h. |
||
* fiñval : ur c'henlabour zo etre an eskern, kigennoù ar skeledenn, ar [[ |
* fiñval : ur c'henlabour zo etre an eskern, kigennoù ar skeledenn, ar [[stirennoù]], ar [[stagell]]où hag ar [[koubl|c'houblo]]ù evit krouiñ fiñvadennoù. |
||
* treuzkas ar son |
* treuzkas ar son |
||
* produiñ [[gwad]] : ar [[mel-askorn]], en eskern hir, a brodu kelligoù ar gwad. |
* produiñ [[gwad]] : ar [[mel-askorn]], en eskern hir, a brodu kelligoù ar gwad. |
||
Linenn 17: | Linenn 17: | ||
* kempouez trenkenn-bazenn |
* kempouez trenkenn-bazenn |
||
* digontammiñ |
* digontammiñ |
||
== Danvez == |
== Danvez == |
Stumm eus an 18 Meu 2013 da 15:14
Un askorn (liester : eskern) a zo unan eus ar pezhioù danvez kalet-tre ha dibleg a ya d'ober ur framm e korfoù ar mellkeineged. Ar skeledenn, pe ar c'horf-eskern, eo an anv a vez graet ouzh hollad an eskern staget warnañ an elfennoù gwak evel ar c'higennoù dre ar stirennoù, ar flugez hag an empenn (hemañ enklozet e boest ar c'hlopenn).
Studi an eskern eo an askornouriezh.
Rolloù an eskern
Liesseurt eo rolloù an eskern :
- gwareziñ : gwareziñ a reont an organoù er c'horf, evel ar c'hlopenn a warez an empenn, pe ar c'hostezennoù a warez ar galon hag ar skevent.
- frammañ : gante e chom ar c'horf en e dalc'h.
- fiñval : ur c'henlabour zo etre an eskern, kigennoù ar skeledenn, ar stirennoù, ar stagelloù hag ar c'houbloù evit krouiñ fiñvadennoù.
- treuzkas ar son
- produiñ gwad : ar mel-askorn, en eskern hir, a brodu kelligoù ar gwad.
- stokañ danvezennoù meinel, dreist-holl kalkiom ha fosfor
- stokañ faktorioù kreskiñ
- stokañ druzoni
- kempouez trenkenn-bazenn
- digontammiñ
Danvez
Gant raz eo graet an eskern evit reiñ o c'haleter hag o fetister ken e c'hellint dougen pouez ar c'horf, ur pouez a c'hell bezañ kaset war un nebeut anezho evel eskern an treid pa ya an den pe al loen war e sav. Koulskoude ez eus ul lodenn gleuz e diabarzh an eskern e-lec'h ma emañ mel an eskern.
Troiennoù
- Gortoz an askorn (gortoz ma vo marv un den evit kaout e hêrezh, da skouer)
- Ober bleud gant eskern un den bennak (kalkennata pe gunujenniñ)
- Sac'h(ad)-eskern (dre skeudennadur evit an Den)
- Treut-eskern : bezañ treut evel ur c'havr
Sterioù all
Pep a elfenn galet a c'hell bezañ keñveriet ouzh askorn ar mellkeineged a vez graet askorn eus outañ : askorn kerez (kalonenn gerez) hag memestra evit ar frouezh all kalonennoù enno.