Hugo Chávez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ sq:Hugo Chavez e sq:Hugo Çavez
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ckb:هوگۆ چاڤیز
Linenn 47: Linenn 47:
[[ca:Hugo Chávez]]
[[ca:Hugo Chávez]]
[[cbk-zam:Hugo Chavez]]
[[cbk-zam:Hugo Chavez]]
[[ckb:هوگۆ چاڤیز]]
[[cs:Hugo Chávez]]
[[cs:Hugo Chávez]]
[[cy:Hugo Chávez]]
[[cy:Hugo Chávez]]

Stumm eus an 6 Meu 2013 da 15:56

Restr:Hugo Chavez in Guatemala.jpg
Hugo Chavez

Hugo Rafael Chávez Frías (distagadur IPA ['uɰo rafa'el 'tʃaβes 'fɾias]) (1954-2013) a zo bet ganet d'an 28 a viz Gouere 1954 e Sabaneta. Prezidant Venezuela a oa adalek 1998 betek 2013.

Buhez

D'ar 24 a viz Gouere 1983 e oa bet krouet gantañ ar Movimiento Bolivariano Revolucionario 200 (Luskad Disapc'hour Bolivarour) : 200vet deiz-ha-bloaz Simon Bolivar e oa. Venezuela ha broioù all en Amerika ar Su a oa bet dieubet gant al Libertador (Dieubour). Sokialour e oa strollad Chávez.

D'ar 4 a viz C'hwevrer 1992 e oa bet kaset un taol-stad gant ar MBR-200 ha Hugo Chávez en e benn. C'hwitet an traoù avat ha Chávez kaset d'an toull-bac'h e-pad 2 vloaz.

E 1994 e oa bet dilennet ur prezidant nevez : Rafael Caldera. Dieubet e voe Chávez gantañ.

Ur strollad nevez a grouas : ar « Movimiento Quinta República, MVR » (Luskad evit ar Pempvet Republik) a oa doare sivil ar MBR-200. D'ar 6 a viz Du 1998 ez eas da benn ar vro dre ma oa bet 56% eus an dud o votiñ evit ar strolladoù en doa bodet tro-dro dezhañ.

D'an 30 a viz Gouere 2000 e voe dilennet da Brezidant goude bezañ adreizhet ar vonreizh.

D'an 10 a viz Kerzu 2001 e voe bet savet un diskrog-labour hollek gant ar batroned hag ar sindikadoù. A-enep adreizhadennoù Chávez e savent.

Addilennet e oa bet e 2006. E-pad ar prantad-se a zo bet savet muioc'h-mui un enebiezh met addilennet eo bet c'hoazh e 2012. Klañv eo kouezhet gant ur c'hrign-bev d'ar mare-se. Marvet eo d'ar 5 a viz Meurzh 2013[1].

Notennoù ha daveoù



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Patrom:Liamm PuB