Benead Norcia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: vi:Biển Đức thành Norcia
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: lv:Nursijas Benedikts
Linenn 77: Linenn 77:
[[la:Benedictus de Nursia]]
[[la:Benedictus de Nursia]]
[[lij:San Beneito]]
[[lij:San Beneito]]
[[lv:Nursijas Benedikts]]
[[mk:Свети Бенедикт]]
[[mk:Свети Бенедикт]]
[[ml:നർസിയായിലെ ബെനഡിക്ട്]]
[[ml:നർസിയായിലെ ബെനഡിക്ട്]]

Stumm eus an 6 Meu 2013 da 01:56

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Sant Benead Norcia, pe Nursia e latin, a oa ur beleg hag a savas reolennoù nevez d'ar vanac'hegezh kristen er Vvet kantved. Anvet eo ivez sant Benead gant ar gatoliked hag an Iliz ar reizhkredenn N'anavezer ket mat e vuhez pe n'eus nemet Kendivizoù sant Gregor Bras evit he deskrivañ, un daou c'hant bloaz goude. Goude bezañ bet abad ul leandi kelligel e Subiaco e tiazezas ur seurt manac'herezh nevez e Monte Cassino e-lec'h ma lakaas da sevel ur manati brudet . Sevel a reas Reolenn Sant Benead a reas berzh bras e Europa a-bezh. (Sell Urzh ar Veneaded).

Buhez

Diwar skrid sant Gregor e c'heller divinout e c'hellfe bezañ bet ganet Benead war-dro 480 e Norcia en ur familh noblañsed a oa hec'h annez ordinal e Roma. Ur c'hoar c'hevell a oa dezhañ hervez sant Beda, santez Skolastika hec'h anv. Dilezel a reas e studioù war-dro e c'hwezek pe driwec'h bloaz pa sante ne oa ket ar studi un hent evit mont d'ar santelezh, un hent evit kouezhañ en islonk a grede-eñ kentoc'h. Gant ar garantez e nefe santet evit ur vaouez e vije bet strafuilhet ivez.
War-dro 519 e kejas gant ur manac'h, Romanus,hag e oe kendrec'het gantañ kemer un dilhad burell ha mont da benitiour en ur c'hev e-lec'h e reseve un tammig boued ur wech an amzer degaset gant e vlenier.
Pa voe strewet ar brud e oa ur burzhuder anezhañ e teuas menec'h Subiaco da broviñs Ombria, evit goulenn ma 'z afe da abad o manati. Siwazh e trenkas an traou etrezo ken e klaskas un nebeut leaned e lazhañ gant bara binimet.

Abati Sacro Speco sant Benead e Subiaco

An abad brudet

Goude bezañ dilezet e venec'h direizh e kreskas e vrud diouzh ar burzhudoù niverus a veze roet keloù eus outo. evel a reas e traoñienn Subiaco (traoñienn ar stêr Aniene) trizeg aabati gant daouzeg manarc'h hag un abad enno. Evit kaout un aozadur efedusoc'h ha bleniañ ar venerc'h war hent servij Doue e skrivas ur reolenn. (gwelit pelloc'h). Mervel a reas en abati Monte Cassino e proviñs Frosinone e Su Ombria. En XIIvet kantved e voe savet e Subiaco un abati bras dediet da eñvor sant Benead, hini ar Sacro Speco.

Reolenn sant Benead evit kondu ar venec'h hag an abaded

Pa oa en abati Monte Cassino e savas sant Benead ur reolenn ("Regula") e latin gant 73 mellad enni evit termeniñ buhez relijiel ha nan-relijiel ar venec'h ha meradur an abatioù. Kemeret en doa un harp war reolennoù sant Yann Gasian ha sant Vazil. Muioc'h eget an hanter a bled gant kondu ar venec'h evit mont da skol Doue hag petra ober e-keñver ar venec'h direizh, ur c'hard a zo evit reolennoù an azeuliñ, un degved evit aozadur an abati hag penaos dibab ar pennoù hag un degved all evit termeniñ kondu reizh an abad. Dre vras e veze rannet deizioù ha nozioù asambles etre teir rann : hini an azeuliñ hag ar bedenn, hini al labour evit ar manati hag hini ar c'housket. Dre ma lakae ur pouez bras a-walc'h war al labour, sant Benead a ginnige un hent evit ur mont en dro ingal ken e c'helle an abati tennañ frouezh eus e c'hlad, douaroù peurvuiañ hep ankounac'hat ar produioù a c'hellfe bezañ fardet diwar ijinerezh ar venec'h evito hag evit bezañ gwerzhet.

Berzh an abatioù beneadad

Pa kinnige reolenn sant Benead ur c'hempouez etre ar gred hiniennel hag ar vuhez a-stroll koulz ar c'hempouez etre ar vuhez hervez ar relijion hag al labour. Plijout a reas ar reolenn da Hilberzh Iañ hag e reas-eñ an urzh da sevel abati Sant-Jerman-war-ar-prajoù e Pariz war-dro 540. Pelloc'h e oe savet an abatioù bras-mañ :

Urzh ar beneadezed

Sant Benead, patrom Europa

Anavezet eo sant Benead evel ur sant koulz gant an Iliz Katolik Roman hag an Ilz Reizhkredennour. Gwelet e vez gant lod ar gristenien evel patron Europa.