Nestor : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: tr:Nestor
D r2.6.5) (Robot ouzhpennet: sk:Nestor (kráľ)
Linenn 68: Linenn 68:
[[pt:Nestor]]
[[pt:Nestor]]
[[ru:Нестор (мифология)]]
[[ru:Нестор (мифология)]]
[[sk:Nestor (kráľ)]]
[[sr:Нестор (митологија)]]
[[sr:Нестор (митологија)]]
[[sv:Nestor (mytologisk kung)]]
[[sv:Nestor (mytologisk kung)]]

Stumm eus an 3 Meu 2013 da 11:41

Nestor hag e vibien a ra un aberzh da Boseidon war traezhenn Pilos. Krater gant tresadennoù ruz, 400-380 kent J.-K. Livadenn gant liver Meleagros

E mitologiezh Henc'hres, Nestor (en henc'hresianeg Νέστωρ Néstôr) a oa mab yaouankañ Neleus, roue Pylos, ha C'hloris. Anavezet eo dreist-holl evit e roll e Brezel Troia hag en avanturioù Herkules

E Yaouankiz

Lazhet e oa holl e vreudeur gant Herakles hag an hini nemetañ e oa a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e Gerenia, e Messenia, pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het esaeañ laerezh Oc'hen Gerion, ambrouget gant Herakles, a oa graet gant Neleus ha e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez dezhañ gant an haroz hag en dije graet anezhañ roue Messenia.

Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet refuzet gant tad Nestor. Heracles a lazhas neuze Neleus hag e vibien, en o zouez Alastor met pas Nestor.

Apollon a roas dezhañ an donezon da vevañ keit ha tri rummad tud. Lazhet en doa an doue e eontred hag e voerebed a-berzh mamm, an Niobide, hag evit dasprenn ar muntr e profas da Nestor an niver a vloavezhioù buhez en doa tennet digant e gerent.

E gurioù

Deuet da vezañ roue en em gannas meur a wezh gant brezelourien Pilos a-enep an Epeianed, a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost e oa dezhañ lazhañ mibien Molione na voent savetaet nemet dre youl Poseidon. Diskaret en dije ar ramz Ereutalion ivez, e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ouzhpenn e-touez an harozed a gemeras perzh e chase pemoc'h-gouez Kalidon, en emgann al Lapited a-enep an Dud-kezeg hag a-wezhioù en ergerzhadeg an Argonaoted.

Brezel Troia

Dezhañ eo e c'houlenn Menelaos e ali goude skrapadenn Elena Troia, ha Nestor a ambroug anezhañ en Henc'hres a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e Brezel Troia. En Ilias, e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an Ilias e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat Akilles hag Agamemnon d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz. Nestor a zo unan eus an nebeut Akeaned a zistroas d'ar gêr diboan.

En Odisseia e teu mab Odisseüs, Telemac'hos, da welet anezhañ da gaout alioù evit kavout keleier eus e dad.

Tiegezh Nestor

Hervez ar mammennoù e vefe pried Anaksabia pe Euridike . Meur a vab en deus bet — Antiloc'hos, Trasimedes, Stratic'hos, Perseus, Aretos, Ec'hefron ha Peisistratos. Kemer a ra perzh an daou gentañ e Brezel Troia gantañ. Div verc'h en deus ivez, Peisidike ha Polikaste. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an Ilias, e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Akilles goude Patrokles, a saveteas e vuhez pa oa taget gant Memnon.



Mammennoù