Morini : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: sl:Morini
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ hu:Morini e hu:Moriniak
Linenn 22: Linenn 22:
[[fi:Morinit]]
[[fi:Morinit]]
[[fr:Morins]]
[[fr:Morins]]
[[hu:Morini]]
[[hu:Moriniak]]
[[it:Morini (popolo)]]
[[it:Morini (popolo)]]
[[la:Morini]]
[[la:Morini]]

Stumm eus an 1 Meu 2013 da 10:30

Pobloù Galia Belgica

Ar Morini, pe ar Vorined[1], a oa ur bobl a veve e hanternoz Galia, e korn-bro Bononia (Boulogne-sur-Mer hiziv). E Thérouanne edo o c'hêr-benn da vare an Impalaeriezh roman. Anv a voe graet anezho, asambles gant ar Menapii, e-barzh Commentarii de Bello Gallico skrivet gant Julius Caesar.[2]

Ne ouzer ket mat daoust hag ur yezh keltiek pe ur yezh c'hermanek a veze komzet ganto. Lod eus o anvioù-lec'h a ziskouez bezañ keltiek : Bononia da skouer, hogen Bononia germanorum a rae an istorour Zosimus eus ar gêr-se. Er c'horn-bro ma oant o chom e veze komzet flandrezeg er Grennamzer, ha bev e oa chomet ar yezh-se e kornôg ar vro, en-dro da Boulogne ha Calais, betek fin ar mare-se.

Deveret eo an anv Morini, war a seblant, eus ar ger keltiek mori "ar mor", gant al lostger -no- (a gaver en anvioù pobloù all evel Ruteni, Santones, Turines pe Tigurini). Talvezout a rafe Morini eta kement ha « tud ar mor »[3].

Taget e voe bro ar Morini gant Julius Caesar e-pad e vrezelioù e Galia. Peuraloubet e voe o douaroù gant an impalaer Augustus etre 33 ha 23 kent JK, ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus ar pezh a anver Gallia Belgica. E-pad emsavadeg Vercingetoriks, e voe un armead 5000 a Morini o kemer perzh en emgann Alesia.

Notennoù

  1. Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 244
  2. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn 2.4
  3. Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 34