Alfred Tennyson : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 54: Linenn 54:


==E brezhoneg==
==E brezhoneg==
*''..., ha sed amañ pehini : ''ldyllis of the King'', gant Tennyson, (emañ c'hoazh amañ e Krec'h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc'h kelien ha duet gant ar moged). Va zammig Buhez, gant [[Jarl Priel]], pajenn 70
*''..., ha sed amañ pehini : ''ldyllis of the King'', gant Tennyson, (emañ c'hoazh amañ e Krec'h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc'h kelien ha duet gant ar moged)''. Va zammig Buhez, gant [[Jarl Priel]], pajenn 70


== Notennoù ==
== Notennoù ==

Stumm eus an 27 C'hwe 2013 da 18:00

Alfred Tennyson (1809–1892) zo ur barzh saoznek. Barzh Ofisiel ar Rouantelezh( Poet Laureate of Great Britain and Ireland ) e voe e-pad an darn vrasañ eus ren ar Rouanez Victoria hag ur barzh saoznek brudet bras.
Pezhioù-c'hoari a savas ivez met ne reas ket berzh gante.

Bommoù pe frazennoù gantañ a vez dibunet aes gant saoznegerien, evel "Nature, red in tooth and claw", "'Tis better to have loved and lost / Than never to have loved at all", "Theirs not to reason why, / Theirs but to do and die", "My strength is as the strength of ten, / Because my heart is pure", "To strive, to seek, to find, and not to yield", "Knowledge comes, but Wisdom lingers", pe "The old order changeth, yielding place to new".

E vuhez

"The Garden at Somersby Rectory" by W. E. F. Britten, from the 1901 book, The Early Poems of Alfred, Lord Tennyson.

Tennyson a oa ganet e Somersby, e Lincolnshire. E dad, George Clayton Tennyson (1778–1831), a oa person (anglikan) eno, en devoa 12 bugel, hag Alfred e oa ar pevare.[1] Troet e oa an tad gant an arz, livañ ha seniñ a rae. Ne oa ket paour, ha kas a rae e vugale d'an aod e-pad an hañv, da Mablethorpe pe Skegness, en arvor reter Bro-Saoz. E vamm , Elizabeth Fytche (1781–1865), a oa merc'h d'ur beleg Stephen Fytche (1734–1799), kure St. James Church, Louth (1764) ha person Withcall (1780), ur gêriadennig etre Horncastle ha Louth. Evezh a daole an tad ouzh deskadurezh e vugale. Alfred ha daou eus e vreudeur a skrive barzhoniezh pa oant krennarded, ma voe embannet un dastumad eus o oberennoù pa oa 17 vloaz. Unan anezho, Charles Tennyson Turner, a zimezas da Louisa Sellwood, c'hoar yaouank da zanvez pried Alfred ; Frederick Tennyson. Ur breur all, Edward Tennyson, a voe kaset da di ar re foll.


Oberennoù


E brezhoneg

  • ..., ha sed amañ pehini : ldyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c'hoazh amañ e Krec'h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc'h kelien ha duet gant ar moged). Va zammig Buhez, gant Jarl Priel, pajenn 70

Notennoù

  1. Alfred Lord Tennyson: A Brief Biography, Glenn Everett, Associate Professor of English, University of Tennessee at Martin
  2. Vision of Sin
  3. Poetryloverspage.com
  4. Alfred Lord Tennyson (1899). in Hallam Tennyson: The life and works of Alfred Lord Tennyson. Macmillan. 261–263 p.